Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
[[Restr:RomanVirgilFolio101r.jpg|thumb|250px|Sinon zo degaset da Briamos, folio 101r eus ar ''[[Vergilius Romanus]]'']]
Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg [[Laokoon]] a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "[[Timeo Danaos et dona ferentes]]" (Aon am eus rak an [[Danaed]] memes ar re a zegas profoù)<ref>Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις [http://www.poetryintranslation.com/PITBR/Latin/VirgilAeneidII.htm#_Toc536009311 Virgil:Aeneid II Aeneis II]</ref>. Met an doue [[Poseidon]] a gasas div naer-vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vije kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez ''[[Bibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]] e oa kaset an div naer gant [[Apollon]] abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue<ref>''[[Bibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]], ''[http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0022%3Atext%3DEpitome%3Abook%3DE%3Achapter%3D5%3Asection%3D18 Epit. E.5.18 Epitome]''</ref> [[Elena Troia]] a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da [[Antiklos]] respont met Odysseüs a serr e c'henoù gant e zorn<ref>[[Homeros]], ''Odysseia'', [http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0136%3Abook%3D4%3Acard%3D265 4. pp 274-289].</ref>. Merc'h ar [[Priam|roue Priamos]], [[Kassandra]], diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat<ref>[[Virgilius]], an ''[[Aeneis]].'' troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.</ref>.
 
==Hiriv==
Hiriv e vez klasket peseurt fedoù istorel a zo kuzhet er vojenn, ha kavout a ra da lod eo ul lestr, pe ur vag vras, e oa ar ''marc'h Troia'', dre an abeg ma veze lakaet penn ur marc'h e daou benn al listri, hag anvet ''hippoi'', da lavarout eo kezeg.
 
== Mammennoù ==