Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
coding
Linenn 1:
[[Restr:The Procession of the Trojan Horse in Troy by Giovanni Domenico Tiepolo.jpg|thumb|300pxupright=1.4|''Ambrougadeg ar marc'h e Troia'', gant <br>[[GiambattistaGiovanni Battista Tiepolo|Tiepolo]]. ~[[1760]]]]
[[Restr:Trojan horse Çanakkale.jpg|thumb|180pxupright=1.2|Marc'h implijet er film ''[[Troy (film 2004)|Troia]]'' ([[2004]]).]]
 
 
Istor '''marc'h Troia''' zo unan eus ar re vrudetañ eus [[Brezel Troia]], danevellet er [[meurgan]] [[latin]] anvet an ''[[Aeneis]]'', gant ar barzh roman [[Virgilius]], hag ivez gant [[Dionysios Halikarnassos|Dionysios]], ar [[Pseudo-Apollodoros]] ha [[Kointos Smyrnaeos‎]].<br />
Linenn 14 ⟶ 13:
Hervez [[Kointos Smyrnaeos]] e soñjas [[Odysseüs]] sevel ur pikol marc'h (arouez Troia), e koad, da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh [[Epeios]] e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odysseüs e ranke chom un den er-maez eus al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o dije lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet [[Sinon]] a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an [[Akeaned]]. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez [[Athena]] abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.
 
[[Restr:RomanVirgilFolio101r.jpg|thumb|250pxupright=1.2|Sinon zo degaset da Briamos, folio 101r eus ar ''[[Vergilius Romanus]]'']]
Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg [[Laokoon]] a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "[[Timeo Danaos et dona ferentes]]" (Aon am eus rak an [[Danaed]] memes ar re a zegas profoù)<ref>Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις [http://www.poetryintranslation.com/PITBR/Latin/VirgilAeneidII.htm#_Toc536009311 Virgil:Aeneid II Aeneis II]</ref>. Met an doue [[Poseidon]] a gasas div naer-vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vije kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez ''[[Bibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]] e oa kaset an div naer gant [[Apollon]] abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue<ref>''[[Bibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]], ''[http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0022%3Atext%3DEpitome%3Abook%3DE%3Achapter%3D5%3Asection%3D18 Epit. E.5.18 Epitome]''</ref> [[Elena Troia]] a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da [[Antiklos]] respont met Odysseüs a serr e c'henoù gant e zorn<ref>[[Homeros]], ''Odysseia'', [http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0136%3Abook%3D4%3Acard%3D265 4. pp 274-289].</ref>. Merc'h ar [[Priam|roue Priamos]], [[Kassandra]], diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat<ref>[[Virgilius]], an ''[[Aeneis]].'' troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.</ref>.