Wrong Turn (heuliad filmoù) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 57:
 
En eil film e vez gwelet muioc'h a dud eus ar familh tud debrerien: Ma, Pa, breur ha c'hoar. Three Finger hag Old Man a zo an tudennoù nemetañ a zo distroet diouzh ar c'hentañ film. Ar wech-mañ e vez chaseet ur strollad kevezerien eus ar skinwel gwirion o kemer perzh en un abadenn dreistbevañ filmet.
 
=== Wrong Turn 3: Left for Dead (2009) ===
* ''Pennad spisoc'h: [[Wrong Turn 3: Left for Dead]]''
 
Wrong Turn 3: Left for Dead a heuil istor ur strollad prizonidi ha gwarded. Three Finger a teu a-benn da grouiñ ur gwallzarvoud d'ur bus prizonidi a derc'h. An ofiserien polis, Nate ([[Tom Frederic]]) ha Walter ([[Chucky Venn]]) a zo prizoniet ganto. O terc'hout, ar strollad a gav ur c'hamion bank gant moneizh e-leizh. Bez ez eus ivez Alex Miles ([[Janet Montgomery]]), a zo bet chomet kollet er c'hoad goude ma vefe bet lazhet an holl eus e gamaladed gant ar familh muntrerien. Three Toes (niz Three Finger) a zo lazhet gant Chavez. Kavet eo penn an niz gant Three Finger, treiñ a ra da sot gant ar c'hounnar. Ar prioniad bev nemetañ a benn neuze, Brandon, a teu a benn da gendrec'hiñ an ofiser polis Nate ez eo digablus. Laosket eo da vont dieub. E fin ar film Nate a zistro d'ar c'hamion evit laerañ an arc'hant a oa bet c'hoantaet gant Chavez. Brandon ar prizoniad a oa bet dieubet a lazh anezhañ gant un ten er penn gant un arbalastr. Brandon a gemer an arc'hant evitañ met siwazh evitañ e vez gwelet un dendebrer o erruout a-dreñv dezhañ a lazhañ anezhañ dre skeiñ gant un tamm koad houarnet. E fin ar film ne chom nemet Alex hag a zo bev.
[[Rummad:Heuliadoù filmoù]]
[[Rummad:Filmoù slasher]]