We Were Soldiers : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Ebr 2021 da 13:56

We Were Soldiers zo ur film brezel stadunanat eus 2002 skrivet ha renet gant Randall Wallace ha gant Mel Gibson evel aktour penn. Diazezet eo a-ziwar al levr We Were Soldiers Once… and Young (1992) gant al Letanant jeneral (Ret.) Hal Moore hag ar c'hazetenner Joseph L. Galloway, kontañ a ra Emgann Ia Drang d'ar 14 a viz Du 1965.

Emgann Ia Drang

Istor

E 1954 e-kerzh Brezel Indez-Sina, un unvez c'hall a zo trapet gant ar Viet Minh. Penn an nerzhioù Viet Minh, Nguyen Huu, a ro an urzhioù da lazhadegañ an holl rak "lazhañ an holl kaset ganto, ha paouez a rint da zont".

Unnek vloaz war-lerc'h, Stadoù-Unanet Amerika a zo engouestlet e Brezel Vietnam. Al letananat koronal eus an US Army, Hal Moore, a zo choazet evit bezañ penn un argadenn. Ur wech erruet e Vietnam, e vez kelaouet e vez ur bazenn stadunanat o vezañ taget ha roet urzh dezhañ da gemer penn 400 soudard a benn herzel nerzhioù Norzh Vietnam. Ar spiañ stadunanat ne oar ket tamm ebet pet soudard enebour a zo. Moore a zo penn ur skourr nevez ar varc'hegiezh-nij evit mont etrezek traoñienn Ia Drang. Ur wech erruet eno, ar soudarded a zo dap ur prizoniad norzhvietnamian a embann ezho ez eo Ia Drang ul bazenn gant un divizion a-bezh (4000 soudard).

Pennadoù kar

Liammoù diavaez