Bedreuziad COVID-19 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1 154:
E metoù ar [[yuzevegezh]] ez eus bet tabutoù diwar-benn lidoù ar [[Chabat]] ma ranker sañset kaout ur minyan a zek den. Lod eus ar sinagogennoù o deus graet ar choaz da zelc'her ar minyanoù-se en linenn<ref>{{Liamm web|url=https://www.timesofisrael.com/in-shadow-of-coronavirus-american-jews-brace-for-a-shabbat-like-no-other/|titl=In shadow of coronavirus, American Jews brace for a Shabbat like no other|oberour=Ben Harris ha Josefin Dolsten|embanner=Times of Israel|deiziad=13.03.2020|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref> padal e voe divizet chom a-sav gant ar minyan, ha pa vije prevez, gant lod all.<ref name="Orthodox Union Guidance Regarding COVID-19" /> A-benn lidoù [[Pesac'h]] (eus an 8 betek ar 16 a viz Ebrel e [[2020]]), tra ma oa difennet bodañ familhoù asambles evit ar [[Seder Pesac'h|seder]], e oa bet erbedet gant kumuniezhioù zo aozañ ur rak-seder gant ar familh a-raok ma kouezhje an noz gant doareoù elektronek<ref>{{Liamm web|url=https://fr.chabad.org/holidays/passover/pesach_cdo/aid/4706874/jewish/Comment-tenir-un-rassemblement-familial-pr-Sder-sur-Zoom.htm|titl=Comment tenir un rassemblement familial pré-Séder sur Zoom|oberour=Chabad|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref> ha, zoken, derc'hel ar seder e-unan dre zoareoù elektronek (gant ma vezont lakaet war elum a-raok an noz), gant rabined reizhkredour eus en [[Israel]], o lakaat war wel pegen dibar e oa an amzerioù-se.<ref>{{Liamm web|url=https://www.jpost.com/israel-news/raabis-approve-the-use-of-zoom-to-celebrate-passover-due-to-coronavirus-622221|titl=Senior Orthodox rabbis allow Zoom for Passover Seder due to coronavirus|oberour=Jeremy Sharon|embanner=Jerusalem Post|deiziad=25.03.2020|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref> Holl zoareoù ar yuzevegezh o deus lakaet pouez war an ezhomm saveteiñ buhezioù a oa dreist pep tra hervez o lezenn.<ref name="The great shutdown 2020: What churches, mosques and temples are doing to fight the spread of coronavirus" />
 
Tabut zo bet e [[Frañs]] e penn-kentañ ar c'henfinañ abalamour ma vije bet roet gwir d'ar yuzevien mont d'ar sinagogenn d'ar Sadorn hep an atestadenn dleet (n'eus ket droed kaout objedoù gantañgant an nen devezh ar Chabat). Savet e oa bet ur bern mouezhioù a-enep ar gwir-se, daoust ma ne oa diwar intrudu ur post-polis bennak nemetken, hep goulenn alioù gant ar hierarikiezh, ha daoust ma oa serret holl sinagonennoù ar vro hag e oa diezhomm reiñ seurt aotre. Evelato e oa bet ur bern evezhiadennoù enebyuzev goude bezañ embannet ar c'heloù-se.<ref>{{Liamm web|url=https://www.i24news.tv/fr/actu/international/europe/1584880598-polemique-autour-d-une-pretendue-derogation-permettant-aux-juifs-de-se-promener-pendant-le-shabbat-sans-attestation|titl=Polémique autour d'une prétendue "dérogation" permettant aux Juifs de se promener pendant le shabbat sans attestation|oberour=i24 News|deiziad=22.03.2020|lennet d'=ar 6 a viz Ebrel 2020}}</ref>
 
=== War an endro ===