Vietnameg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Notennoù: kempenn, replaced: [[Category: → [[Rummad: using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''Vietnamegvietnameg''' (''tiếng Việt'', pe dibaotoc'h a wezh ''Việt ngữ''<ref>Un eilstumm all, ''tiếng Việt Nam'', anavet ivez evel "Quốc Ngữ" evit "yezh vroadel", a vez iplijet ral a wezh gant ar vietnamegerien a-vihan ha moarvat eo un nevezc'her troet ger-ha-ger diwar ur yezh all. Implijet e vez dreist-holl gant ar re o deus desket vietnameg hag en testennoù troet diwar yezhoù all. Ar vietnameg a veze anvet ''Annamese'' en testennoù kozh abalamour d'hec'h anv pa oa Viet Nam un drevadenn c'hall (''sellet ouzh [[Annam (trevadenn c'hall)|Annam]]'').</ref>) eo [[yezh ofisiel]] ha [[yezh vroadel|broadel]] ar [[Vietnam]]. 86% eus poblañs [[Viet Nam]] ha war-dro tri milion a Vietnamiz eus tramor o deus ar yezh-mañ da yezh-vamm. Komzet e vez evel eil yezh gant kalz [[minorelezh|minorelezhioù etnek]] e Vietnam. Ur yezh eus skourr ar [[yezhoù aostrez-aziatek]] eo, hag an hini ar muiañ komzet eo er strollad yezhoù-se hag a-bell (meur a wezh muioc'h a dud a vez ouzh he c'homz evit a dud a gomz ar yezhoù aostrez-aziatek all lakaet a-gevret){{Daveoù a vank}}.
Ul lodenn vras eus geriaoueg ar vietnameg a oa amprestet digant ar [[sinaeg]], hag a veze skrivet gwezhall oc'h ober gant [[sinalun|reizhiad skrivañ Bro-Sina]], daoust ma veze treset en ur stumm all ha ma oa distaget e giz ar vro. Da-heul [[Indez-Sina c'hall|an trevadennerezh gall]] eo bet levezonet ar vietnameg gant ar [[galleg]], hag ar [[lizherenneg vietnamek|reizhiad skrivañ vietnamek]] (quốc ngữ) implijet hiziv zo ur stumm azasaet eus al [[lizherenneg latin]], gant [[sinoù diakritek]] evit [[Tonenn (yezhoniezh)|toniadoù]] hag un nebeud lizherennoù ispisial.
 
== Notennoù ==
{{Daveoù}}
<references/>
 
<!--[[Rummad:Isolating languages]]-->
 
[[Rummad:Vietnameg]]