Frazenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an [[termen]] '''frazenn''' (eus ar [[henc'hresianeg]] ''phrásis'' [φράσις] « komzidigezh, distilh » ; e [[saozneg]] : [[:en:Sentence (linguistics)|''sentence'']]) evit komz eus un unanenn [[yezh]], pe lavar, ennañ peurliesañ ur [[verb termen]] (saoz. [[:en:Finite verb|''finite verb'']]).
 
En ur frazenn glok eeun e kaver ur [[rener]], peurliesañ un [[anv-kadarn|anv]] pe ur ger anvheñvel, mui ur [[prezegad]], peurliesañ ur [[verb]] pe ur ger verbheñvel. Gant ar yezhoù [[Amrenererezh|amrenererel]] e c'heller sevel frazennoù hep rener ebet avat.
 
Tammoù frazennoù diglok enne un elfenn bennañ nemetañ a reer [[Rannfrazenn|rannfrazennoù]] (pe sintagmoù ; saoz. ''[[:en:Phrase|phrase]]'') anezhe, da skouer ur [[rannfrazenn verb]] enni ur [[verb]] da elfenn bennañ hag a c'hell talvezout da [[Prezegad|brezegad]] ur frazenn glok pe ur [[rannfrazenn anv]], enni un [[Anvanv-kadarn|anv]] da elfenn bennañ hag a c'hellfe talvezout da [[rener]] ur frazenn glok.