Diforc'hioù etre adstummoù "Vladimir Lenin"

592 okted ouzhpennet ,  5 miz zo
astenn
(astenn)
| colspan="2" | Prezidant Kuzul Komizerien ar Bobl
|}
'''Влади́мир Ильи́ч Улья́нов – Vladimir Ilitch Oulianov''' (Влади́мир Ильи́ч Улья́нов e ruseg – ({{Audio|Ru-Lenin.ogg|Distagadur}}), lesanvet '''Ле́нин – Lenin''' (Ле́нин – "Paotr al [[Lena]]"), bet ganet d'an [[22 a viz Ebrel]] [[1870]] e [[Simbirsk]] ([[Impalaeriezh Rusia]]) ha marvet d'an [[21 a viz Genver]] [[1924]] e Vichnie Gorki ([[URSS]], hiriv [[Gorki Leninskie]]), a oa ur [[politiker]], dispac'hour ha den-Stad [[Rusia|rusian]] ha [[URSS|soviedat]].<br>
E penn an dispac'herien anvet [[Bolchevik|bolcheviked]] e voe adalek [[1903]]. Kalz e skrivas diwar-benn e vennozhioù politikel, awenet gant prederouriezh [[Karl Marx]], hag an doare da gas an Dispac'h da benn : dezhañ eo ar strollad politikel a ro lusk da emgann ar renkadoù hag a rank ren [[diktatouriezh]] ar broleterien.
 
E [[1917]], diskaret Impalaeriezh Rusia hag an [[tsar]], e voe kemeret ar galloud e Rusia gant ar volcheviked goude [[Dispac'h Rusia 1917|Dispac'h miz Here]]. Sinañ a reas gouarnamant bolchevik Lenin un [[feur-emglev Brest-Litovsk|emglev]] e 1918 evit echuiñ ar [[Brezel-bed Kentañ|brezel]], harpañ a reas an dispac'h er bed dre ar [[Komintern|C'homintern]] ha lazhañ a reas e eneberien dre ar [[Spont Ruz]]. Trec'h e oa war armeoù an dud enep-bolchevik eus an tu-dehoù hag an tu-kleiz e [[Brezel diabarzh Rusia]] etre 1917 ha 1922, hag e fin ar bloaz-se e voe krouet an [[URSS]]. War an diskar e zeas yec'hed Lenin goude 1922 ha [[Stalin]] a zeuas e-lec'h anezhañ e 1924.
 
== Enorioù ==
Kalz delwennoù anezhañ a chom hiriv hon deiz e Rusia ha broioù all bet en URSS. Simbirsk, kêr e c'hanedigezh, voe adanvet [[Oulianovsk]] pa varvas eñ e [[1924]], ha Gorki, ur gêr e-kichen [[Moskou]] lec'h ma chomas e fin e vuhez, voe adanvet [[Gorki Leninskie]] ar memes bloaz.
Tud zo bet anvet Vladimir Ilitch pe Lenin en enor dezhañ :
* [[Vladimiro Montesinos|Vladimiro Ilich Lenin Montesinos]] (g. e 1945), penn servij kuzh [[Peru]], politikour, torfedour ha drouklazher
* [[Ilich Ramírez Sánchez]] (g. e 1949), lesanvet Carlos, sponter venezuelat
* [[Lenín Moreno|Lenín Boltaire Moreno Garcés]] (g. e 1953), prezidant [[Ecuador]] etre 2017 ha 2021
 
== Gwelet ivez ==
* [[Nadejda Kroupskaya]]
* [[leninouriezh]]
 
== Daveoù ha notennoù ==
11 849

modifications