Vladimir Lenin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
fazi lec'h marv
Arko (kaozeal | degasadennoù)
astenn
Linenn 21:
| colspan="2" | Kadoriad Kuzul Komizerien ar Bobl
|}
'''Vladimir Ilitch Oulianov''' (Влади́мир Ильи́ч Улья́нов e ruseg – ({{Audio|Ru-Lenin.ogg|Distagadurdistagadur}}), lesanvet '''Lenin''' (Ле́нин – "Paotr al [[Lena]]"), bet ganet d'an [[22 a viz Ebrel]] [[1870]] e [[Simbirsk]] ([[Impalaeriezh Rusia]]) ha marvet d'an [[21 a viz Genver]] [[1924]] e Vichnie Gorki ([[URSS]], hiriv [[Gorki Leninskie]]), a oa ur [[politiker]], dispac'hour ha den-Stad [[Rusia|rusian]] ha [[URSS|soviedat]].<br>
E penn an dispac'herien anvet [[Bolchevik|bolcheviked]] e voe adalek [[1903]]. Kalz e skrivas diwar-benn e vennozhioù politikel, awenet gant prederouriezh [[Karl Marx]], hag an doare da gas an Dispac'h da benn : dezhañ eo ar strollad politikel a ro lusk da emgann ar renkadoù hag a rank ren [[diktatouriezh]] ar broleterien.
 
E [[1917]], diskaret Impalaeriezh Rusia hag an [[tsar]], e voe kemeret ar galloud e Rusia gant ar volcheviked goude [[Dispac'h Rusia 1917|Dispac'h miz Here]]. Sinañ a reas gouarnamant bolchevik Lenin un [[feur-emglev Brest-Litovsk|emglev]] e 1918 evit echuiñ ar [[Brezel-bed Kentañ|brezel]], harpañ a reas an dispac'h er bed dre ar [[Komintern|C'homintern]] ha lazhañ a reas e eneberien dre ar [[Spont Ruz]]. Kalz [[kamp-bac'h|kampoù-bac'h]] a voe krouet gant an [[Tcheka]], ar polis, ha lod a sell outo evel ar [[goulag]]où kentañ. Trec'h e oa an [[Arme Ruz]] war armeoù an dud enep-bolchevik eus an tu-dehoù hag an tu-kleiz e [[Brezel diabarzh Rusia]] etre 1917 ha 1922, hag e fin ar bloaz-se e voe krouet an [[URSS]]. War an diskar e zeas yec'hed Lenin goude 1922 ha [[Stalin]] a zeuas e-lec'h anezhañ e 1924.
 
Skrivet en deus kalz Lenin diwar-benn e vennozhioù politikel e-pad e vuhez, graet anezho al [[leninouriezh]]. Ur skourr eus ar [[marksouriezh]] eo.
 
== Enorioù ==