Diforc'hioù etre adstummoù "Manuel Godoy"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
== E vuhez ==
Manuel Godoy a oa mab da José de Godoy y Sánchez de los Ríos, ha da Maria Antonia Justa Álvarez de Faria y Sánchez Sarzosa, a orin portugalat.
[[file:Manuel de Godoy, por Antonio Carnicero (Real Academia de Bellas Artes de San Fernando).jpg|thumb|Godoy en [[17901792]]. Poltred gant [[Francisco Bayeu]] ([[Madrid]], [[Academia de San Fernando]]).]]
Ganet e oa d'an 12 a viz Mae 1767, e-barzh calle Santa Lucía, e [[Badajoz]], en un tiegezh paour. Da 17 vloaz ez eas e rejimant gwarded ar roue, hag anvet e voe neuze da vont gant Gwarded ar C'horf, ha kaset da Vadrid evel e vreur. Hennezh avat a voe harluet eus al lez gant ar roue [[Carlos III]] dre ma en devoa graet kinnigoù dizonest d'e verc'h-kaer, [[Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma]], priñsez Asturiez. <br />
Un deiz, ma oa oc'h ambroug priñsed Asturiez, war hent Segovia, e winkas e varc'h hag e kouezhas d'an douar. Kenkent ec'h adpignas war e loen, ma sachas evezh ar briñsed warnañ.
115

modifications