Galla Placidia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1901479 a-berzh 109.218.131.93 (kaozeal)
Tikedenn : Dizober
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Aelia Galla Placidia.jpg|thumb|Galla Placidia]]
'''Galla Placidia''', pe '''Placidia''', ganet e [[390]] e [[Kergustentin]] ha marvet d'ar [[27 a viz Du]] [[450]] e [[Roma]], a oa un [[impalaerez roman]] er {{Vvet kantved}}, merc'h e oa d'an impalaer [[Theodosius Iañ]] (a renas etre [[379]] ha [[395]]), ha da [[Flavia Galla]].
 
Dimezet e voe d'ar roue [[vizigot]] [[Ataulf]], a voe lazhet e [[415]], ha goude da [[Constantius III|Gonstantius III]], a renas etre C'hwevrer ha Gwengolo [[421]].
Linenn 9:
 
==He buhez==
Merc'h e oa Galla Placidia d'an impalaer [[Theodosius Iañ]], a renas etre [[379]] ha [[395]], ha da [[Flavia Galla]], merc'h d'an impalaer [[Valentinianus Iañ]]. Hanterc'hoar e oa d'an impalaerien [[Arcadius]] hag [[Honorius]], a renas o-daou adal 395, goude marv o zad.
 
He bugaleaj a dremenas e lez Konstantinopolis. Goude marv he zad ez eas da-heul he breur Honorius, a oa da ren war [[Impalaeriezh roman ar c'hornog]], dindan evezh ar jeneral [[Stilico]], anvet da rejant. A-benn neuze n'edo ket an impalaerien o chom e Roma ken ; e Milano edo lez Honorius da gentañ, hag e [[ Ravenna]] adal 402.