Galla Placidia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
 
He bugaleaj a dremenas e lez Konstantinopolis. Goude marv he zad ez eas da-heul he breur Honorius, a oa da ren war [[Impalaeriezh roman ar c'hornog]], dindan evezh ar jeneral [[Stilico]], anvet da rejant. A-benn neuze n'edo ket an impalaerien o chom e Roma ken ; e Milano edo lez Honorius da gentañ, hag e [[ Ravenna]] adal 402.
 
 
Stilicon, evit kreñvaat e liammoù personel gant an tiegezh impalaerel, en devoa dimezet e verc'h Maria da Honorius en 399, hag a glaskas dimeziñ e vab Eucher, ur c'hrennard anezhañ, da Galla Placidia, met an eured-se ne voe ket graet.
 
E bloavezhioù kentañ ren Honorius, dindan Stilicon, e talas an impalaeriezh , en Italia, ouzh ar [[Vizigoted]] kaset gant [[Alarig Iañ]] : ar re-se a oa en em ziazezet abaoe 382 en [[Mesia]], evel pobl kevredet. Goude-se e teuas an [[Ostrogoted]], kaset gant [[ Radagaise]], a zeue eus bro an Huned , en hanternoz d'an [[Danav]].