Sant-Evarzeg : diforc'h etre ar stummoù
→Monumantoù ha traoù heverk: ouzhpennet iliz sant Primel ha chapel sant Filiber
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
→Monumantoù ha traoù heverk: ouzhpennet iliz sant Primel ha chapel sant Filiber |
||
Linenn 29:
== Monumantoù ha traoù heverk ==
*Iliz-parrez Sant Primel▼
*Chapel an Dreo
*Chapel Sant Filiber▼
*Maner Kerinou
*Lenn ar Vur
*Maner ar Vur
Eus ar XVIIvet kantved eo an iliz. Adkempennet eo bet etre 1848 ha 1850. Adsavet e oa ar c'loc'hdi en 1900.
Taolennet eo Sant Primel evel un diagon gant un delwenn, hag evel ur penitiour war ur banell kizellet dirak an aoter. E diabarzh an iliz ez eus ivez ur stroll teir delwennig koad eus ar XVIIvet kantved a daolenn ar Werc'hez he Bugel, sant Dominig ha santez Katell a Siena.
Un tamm eus un tach, eus ar Gwir Groaz sañset, a oa bet digaset eus Roma e 1526 gant ar person Youen Loheag. Miret eo en ur relegour ha zo klenket e-unan e-barzh ur c'hasedig arc'hant.
Ar chapel kentañ, gouestlet da [[Filiber (sant)|sant Filiber]] dija, oa bet savet war-hed un nebeud kantadoù metroù diouzh al lec'h a vremañ. Er XIXvet kantved, e kinniige kouezañ en he foull. Bennozh d'ul legad gant Adolphe Porquier, feilañser e Kemper, ha d'un donezon gant e c'hoar, an itron Ansker, e oa adsavet ur chapel nevez en 1870. Dafar hennezh a oa adimplijet. An dra-se zo kaoz e weler en unan eus ar mogerioù ur maen, warnañ an deiziad 1750, lakaet war an tu gin.
=== Chapel Veronik ===
|