Trede Kroaziadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Map Crusader states 1190-en.svg|thumb|right|300px|Ar Reter Nesañ, war-dro 1190, e deroù an Trede Kroaziadeg.]]
An '''Trede Kroaziadeg''' a-enep Muzulmiz[[Islam|muzulmaned]] er [[Reter Nesañ]] a voe renet etre [[1189]] ha [[1192]] evit adaloubiñ an [[Douar Santel]].
 
E [[1187]] e oa bet aloubet Jeruzalem gant ar sultan [[Saladin]], trec'h war ar groazidi en [[emgann Hattin]] ([[4 a viz Gouere]] [[1187]]). Lezet e voe o buhez gant ar gristenien a oa o chom e Jeruzalem da dennañ daspren diganto ha ne voe ket distrujet an ilizoù savet gant ar Franked.<ref>Bahā' ad-Dīn ibn Shaddād, ''The Rare and Excellent History of Saladin'', troet gant D.S. Richards,embannet gant Ashgate, 2002</ref> Lezet e voe ar gristenien da vont kuit da gaout repu e [[Tir (kêr)|Tir]]. Ar [[Bez Santel]] a voe lezet etre daouarn kristenien ha gallout a reas ar birc’hirined kenderc’hel da zont da Jeruzalem. Er skridoù, ken ar re savet gant kristenien ken ar re savet gant muzulmizmuzulmaned en amzer-se, e reer anv eus Saladin evel un den "a zalc'he d'e c'her".
 
Pa voe klevet en Europa e oa bet aloubet Jeruzalem avat e voe spontet an dud en Europa. Galvet e voe d’ur groaziadeg nevez gant ar pab [[Gregor VIII]]. Renet e voe ar groazidi gant pennoù bras kornôg Europa : [[Fulup II an Aogust|Fulup II]], roue Bro-C'hall, gant [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh Kalon Leon]], roue Bro-Saoz, ha gant [[Friedrich Iañ Barbarossa|Frederig Barbarossa]], impalaer an [[Impalaeriezh Santelsantel Romanroman german]].
 
[[Restr:Barbarossa.jpg|thumb|200px|Frederig Iañ Barbarossa e-pad an Trede Kroaziadeg]]
Linenn 10:
 
[[Restr:Richard I of England - Palace of Westminster - 24042004.jpg|thumb|Delwenn ar roue saoz [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh Kalon Leon]], e [[Londrez]].]]
Richarzh Kalon Leon, war e hent dre vor d’an Douar Santel, a aloubas [[Kiprenez]], kemeret digant [[Impalaeriezh Bizantion]], e [[1191]].<ref>Lewis, Archibald, ''Nomads and Crusaders: AD 1000–1368'', Indiana University Press, 1988 .</ref> Dont a reas Kiprenez da vezañ un diazez start evit ar groazidi, ha chom a reas etre daouarn tud eus kornôg Europa e-pad meur a gantved, betek ma voe aloubet gant an [[Impalaeriezh Otomanotoman]] e [[1571]]. <ref>Lewis, Archibald, ''Nomads and Crusaders: AD 1000–1368'', Indiana University Press, 1988 .</ref> Fulup Aogust a erruas e [[Siria]] hag a lakaas, asambles gant Richarzh Kalon Leon, [[Seziz Akko|seziz]] war [[Akko]]. Kemeret e voe kêr ganto ha prizoniet e voe an holl soudarded vuzulman a oa enni, a-raok o lazhañ. Fulup Aogust a zistroas da Vro-C'hall goude an trec'h-se.
 
Kenderc’hel a reas arme ar groazidi da vont trema ar c'hreisteiz, a-hed an aod, renet gant Richarzh Kalon Leon. Kemeret e voe porzh [[Jaffa]] ganto, hag erruout a rejont dirak Jeruzalem. Hogen soñjal a reas Richarzh ne vefe ket gouest da chom mestr war Jeruzalem ma vefe kemeret gantañ, abalamour ma tistroje kalz a groazidi da Europa, goude an trec’h. Setu ma echuas an tredeTrede kroaziadegKroaziadeg, hep kemer Jeruzalem. Mont a reas Richarzh kuit, e miz Here [[1992]], goude bezañ graet emglev gant Saladin. Hervez ar skrid-emglev-se e chome an Douar Santel dindan aotrouniezh ar vuzulmizvuzulmaned, nemet kêrioù an arvor a oa etre daouarn ar groazidi, met gallout a rae pirc'hirined kristen hep armoù dont da Jeruzalem evel ma karent.
 
== Notennoù ==