Ekoreizhiad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Pa vez labouret war an [[ekologiezh]] e vez termenet an ekoreizhiad evel un teskad gant ur gumuniezh boudoù bev ennañ hag hec'h endro douaroniezhel hag aergelc’hel (ar [[biotop]]).<br />
 
Forzh pegen ec'hon eo an ekoreizhiad, e vez lusket gant daou ober ha ne c'hellont ket bezañ deskrivet gant an darvoudoù a denn d'ar poblañsoù ha d'ar c'humuniezhioù : red an energiezh hag ar c'helc'hiadoù biodouargimiekbiogeokimiek. Ebarzhet e vez an darn vrasañ eus an energiezh dre berzh gouloù an heol e tost an holl ekoreizhiadoù. Kemmet e vez en energiezh kimiek gant an organeg aototrofek, kaset d'an organeg heterotrofek dre elfennoù organek ar boued ha skignet e stumm gwrez. An elfennoù kimiek e-giz ar c'harbon pe an azot a dremen-distremen etre an elfennoù biotekbevedus hag abiotekanvevedus. An organeg [[Fotosintezenn|luc'hkevanaozus]] a gemer an elfennoù-se eus an aer, an douar hag an dour en o stumm anorganek. Entoueziañ a reont anezho e molekul organek a c'hello bezañ bevezet gant an organeg heterotrofek. Distreiñ a ra an elfennoù en aer, en douar hag en dour goude bezañ bet implijet gant metabolegezhioù ar plant, al loened hag an organeg all a guzum an dilerc'hiadennoù organek hag an [[danvez organek]] marv evel ar bakteri, an arkeobakteri hag ar fungi.
 
Tremen-distremen a ra an [[energiezh]] hag ar [[materi]] en ekoreizhiadoù dre berzh treuzkas an danvez a c'hoarvez e-pad al luc'hkevanaoz hag ar boueta. Ar materi a c'hell bezañ adaozet, an energiezh ne c'hell ket avat. Dizehan e tle an ekoreizhiad resev energiezh eus ur vammenn diavaez, an heol peurliesañ. Berañ a ra an energiezh en ekoreizhiad, padal e vez adaozet ar materi.