Ekoreizhiad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
vk
Linenn 1:
[[Image:Avalanche Lake, looking south.jpg|thumb|right|300px|En [[Adirondack Park]] .]]
 
Un '''ekoreizhiad'''<ref name="TO">[http://www.fr.opab-oplb.org/36-termofis.htm TermOfis] ha [[Geriadur Ménard]]</ref> anvet ivez '''tdrevreizhiadtrevreizhiad''', pe c'hoazh '''ekosistem'''<ref>[[Geriadur Favereau]]</ref>, zo un unvez a ya d'ober holl vevien un dachenn resis hag ar metoù fizikel ma vleuniont (doare an douar, gwrez, glav h.a.)<ref name="TO" />, pa stroller an holl [[plant|blantennoù]], [[loen]]ed, [[mikro-organeg]]où en ul lec'h ma labouront asambles gant an elfennoù nann-bevel en endro.<br />. Bez ez eus ekorezhiadoù munut (un [[akwariom]] da skouer), ha reoù bras-bras evel ar c'hoadeier pe al lennoù. E-giz hini ar c'humuniezhioù, n'eo ket sklaer bepred bevenn an ekoreizhiadoù. Ar c'hêrioù hag an tiez-feurm a zo anezho skouerioù eus ekoreizhiadoù reoliet gant an dud. Skiantourien zo a soñj dezho ez eo ar blanedenn un ekoreizhiad bras ennañ holl ekoreizhiadoù lec'hel an Douar.
 
E [[1930]] e voe ijinet ar ger ''ecosystem'' gant [[Roy Clapham]] da livañ elfennoù fizikel ha bevoniel un endro gwelet evel un unannenn. An ekologour [[Arthur Tansley]] a spisaas ar ger diwezhatoc'h dre e lakaat da reizhiad etreoberiant savet etre [[biocenosis]] ha [[biotop]].