Ger kevrennek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 21:
Er [[Renkadur hervez ar vorfologiezh|yezhoù dezrannel]]-rik ar gerioù kevrennek a zo anezhe heuliadoù elfennoù an eil war-lerc'h eben hep liamm na verk ebet kenetreze, da skouer ''ki-dour'' (''ki'' + ''dour'' hep elfenn ebet all).
 
Er [[Renkadur hervez ar vorfologiezh|yezhoù sintezel]], diouzh an tu all, e c'hell bezañ merket al liamm etre bep elfenn er ger kevrennek. En alamaneg, da skouer, ez eo merket evel [[Kas (yezhoniezh)|genitivel]] an elfenn ''Kapitäns'' (<[[Kas (yezhoniezh)|nominativel]]: ''Kapitän'') er ger kevrennek ''Kapitänspatent'' evit diskuilh ez eo penn ar ger kevrennek an elfenn ''Patent'' ("lisañs"))« breved ».
 
Techet e vez ar [[Renkadur hervez ar vorfologiezh|yezhoù enteuzel]] da grouiñ gerioù kevrennek hir-tre dre pegañ meur a [[Morfem|vorfem]] an eil war lerc'h eben. Met gouest int ivez da sevel gerioù kevrennek hep ouzhpennañ seurt morfemoù. Da skouer, ar ger [[japaneg|japanek]] 神風 ''[[kamikaze]]'' a zo savet diwar daou [[anv-kadarn]] nemetken: ''kami'' « doue ; spered » ha ''kaze'' « avel ».