Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23:
Kredo an Ebestel eo an hini degemeretañ dre an Ilizoù kristen disheñvel. Implijet e vez e-pad al lid met ivez e-pad ar [[Katekiz|c'hatekiz]], an deskadurezh relijiel, dreist-holl e-touez Ilizioù ar C'hornôg. Savet e voe tamm ha tamm etre an [[Eil kantved|II{{l}}]] hag an {{IXvet kantved}} hag embann a ra dogmoù-kreiz evel hini an [[Trinded kristen|Drinded]] ha Doue krouer. Kement embannadenn a gaver er c'hredo-mañ a c'heller adkavet en embannadennoù graet da vare an [[Esbestel]]. Implijet e vije da gentañ-penn en Iliz Roma evit arnodiñ an dud war ar renk da vezañ badezet.<ref>{{en}} PELIKAN, Jaroslav ; HOTCHKISS, Valerie R. 2003. ''Creeds and Confessions of Faith in the Christian Tradition'' Yale University Press. {{ISBN|978-0300093919}}. 3344p.</ref> Ennañ e kaver ar mennozhioù da heul :
*Krediñ e [[Doue|Doue an Tad]], e [[Jezuz Krist]] evel mab da Zoue hag er [[Spered Santel]] ;
*Marv, diskenn d'an ifernoù[[Ifern]], adsavidigezh[[dasorc'hidigezh]] ha savidigezh ar C'hrist ;
*Santelezh an Iliz ha [[Komunion ar Sent]] ;
* Eil donedigezh ar C'hrist, [[Ar Varn Diwezhañ|Deiz ar Varn Ziwezhañ]] ha salvidigezh ar re a gred.
Linenn 37:
=== Jezuz ===
{{Pennad pennañ|Jezuz Nazaret}}
Poent pennañ ar feiz kristen eo krediñ eo [[Jezuz Nazaret|Jezuz]] Mab Doue hag ar [[Mesiaz]]. Krediñ a ra ar gristenien e oa bet anvet Jezuz gant [[Doue]], evel mesiaz, da vezañ salver an denelezh hag e oa bet sevenet diouganoù an [[Testamant Kozh]] diwar-benn promesa ar mesiaz. Evelato ez eus dislavar etre soñj kristen ar mesiaz hag an hevelep soñj er [[Yuzevegezh]]. Hervez ar gristenien e ranker krediñ ha degemer marv hagha adsavidigezhdasorc'hidigezh Jezuz evit ma c'hello an dud, leun a [[pec'hed|bec'hed]], bezañ digarezet gant Doue ha neuze bezañ salvet o-unan ha tizhet ar vuhez peurbadel.<ref name="Oxford Companion">{{en}} Metzger/Coogan, ''Oxford Companion to the Bible'', pp. 513, 649.</ref>
 
Tabut a oa bet diwar-benn natur Jezuz e kantvedoù kentañ an Iliz e soñj ar gristenien dre vras eo [[Doue]] enkorfet ha "Doue peurvat ha den peurvat". Jezuz, deuet da zen neuze, en dije gouzañvet poanioù ha temptadurioù un den marvel, met ne reas pec'hed ebet hervezo. Abalamour ma oa Doue penn-da-benn e savas da vev en-dro, hervez an [[Testamant Nevez]], betek an [[neñv]], e-lec'h m'emañ "azezet en tu dehou d'an Tad"<ref>Kredo Nikaia-Kêrgustentin</ref> hag e teuio en-dro da seveniñ peurrest promesa ar mesiaz, da lavaret eo sevel ar re varv da vev, ar [[Ar Varn Diwezhañ|Barn Ziwezhañ]] ha sevel [[Rouantelezh Doue]] da vat.
Linenn 43:
Hervez [[Avieloù]] [[Aviel Mazhev|Mazhev]] ha [[Aviel Lukaz|Lukaz]] e oa bet ganet Jezuz diwar ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez Vari]] goude bezañ koñsevet gant ar [[Spered Santel]]. N'eus ket kalz a chom eus bugaleaj Jezuz er pevar Aviel kanon, daoust ma oa bet forzhig a fals-avieloù a gonte darvoudoù e vugaleaj en [[Henamzer]]. Muioc'h a draoù a oa bet kontet diwar-benn e oad-gour, dreist-holl e [[Pasion Jezuz|sizhunvezh ziwezhañ]], dre ma voe gwelet evel darvoudoù pouezus-kenañ.
 
==== Marv hagha dasorc'hidigezh ====
[[Restr:Cristo crucificado.jpg|200px|vignette|dehou|Krist war e groaz, taolennet gant [[Diego Velázquez]] e [[1632]]]]
Hervez ar gristenien eo adsavidigezhdasorc'hidigezh Jezuz diazez o feiz{{refn|group=n|Lenn [[Lizher kentañ d'ar Gorintidi]], pennad 15.}} hag an darvoud pouezusañ en istor<ref>{{en}} Hanegraaff, Hank. 2008. ''Resurrection: The Capstone in the Arch of Christianity.'' Thomas Nelson Publishers. {{ISBN|978-0849942952}}. 320p</ref> E-touez o c'hredennoù, marv hagha adsavidigezhdasorc'hidigezh Jezuz zo daou zarvoud-kreiz a zo diaezet hogozik holl zoueegezh kristen warno.<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://web.archive.org/web/20070901153606/http://dlibrary.acu.edu.au/research/theology/Walsh.htm|titl=The Significance of the Death and Resurrection of Jesus for the Christian|oberour=Judith Walsh|embanner=Australian Catholic University National [diell]|lennet d'=an 9 a viz Mae 2020}}</ref> Hervez an [[Testamant Nevez]] e voe kroazstaget Jezuz, marvet diwar ur marv fizik, douaret en ur vez hag e savas diwar ar re varv tri devezh goude.
 
Meneget eo gant an Testamant Nevez meur a weledigezh eus Jezuz, meur a wezh disheñvel, gant an [[ebestel]] ha diskibien all, a-raok e bignidigezh d'an neñv. Kounaet a reer marv hagha adsavidigezhdasorc'hidigezh Jezuz en holl lidoù, met dreist-holl da vare ar [[Sizhun Fask]]. Hervez ar gristenien e tiskouez an darvoudoù-se galloud Jezuz war ar vuhez hag ar marv ha, diwar-neuze, en dije aotrouniezh da reiñ buhez beurbad d'an dud.
 
Degemeret eo an istor kontet en [[Testamant Nevez]] gant hogozik an holl Ilizioù kristen met [[Kristenezh frankizour|kristenien frankizour]] zo ne gredont ket e oa gwir pep tra, met un istor arouezius ha leun a voued-spered e vije kentoc'h.<ref>{{en}} Funk, Robert Walter. 1998. ''The Acts of Jesus: What Did Jesus Really Do? ''. HarperSanFrancisco. {{ISBN|978-0060629786}}. 608p.</ref> An istorourien modern a laka kredenn heulierien Jezuz e oa adsavet a varv da vev evel ar poent-dispartiañ etre ar [[Jezuz istorel]] ha penn-kentañ ar [[Kristeniezh gentidik|gristeniezh gentidik]].<ref>{{en}} Fuller, Reginald Horace. 1965. ''The Foundations of New Testament Christology ''. Macmillan Pub Co. {{ISBN|}}. 268p.</ref> Ur poent tabut a-bouez eo bet e divizoù relijiel ha tabutoù etre ar relijionoù.<ref>{{en}} Lorenzen, Thorvald. 2003. ''Resurrection, Discipleship, Justice: Affirming the Resurrection Jesus Christ Today''. Smyth & Helwys Pub. {{ISBN|}}. 186p.</ref>
Linenn 77:
 
=== Diwezouriezh ===
Diwez pep tra, ha pa vije diwez buhez unan bennak, diwez ar mare, pe diwez ar bed dre vras, zo en diwezouriezh gristen, studiañ dazont an denelezh evel m'eo diskuliet er [[Bibl]]. Preder brasañ ar gristeniezh zo er marv hag er vuhez goude ar marv, [[eil donedigezh Jezuz]], [[adsavidigezhDasorc'hidigezh|dasorc'hidigezh ar re varv da vev]], er [[Paradoz|Baradoz]], [[Purgatoer]], [[Ifern]], er [[Ar Varn Diwezhañ|Varn Ziwezhañ]] ha fin ar bed, an douar nevez hag an neñv nevez.
 
Krediñ a ra ar gristenien e teuio Jezuz un eil gwezh hag e vo diwez ar bed d'ar mare-se, goude ur prantad ma vezint heskinet kenañ. Adsavet e vezo an holl a varv da vev evit ar Varn Ziwezhañ hag e vezo savet [[Rouantelezh Doue]] gant Jezuz o seveniñ diouganoù ar Skriturioù.<ref>{{la}} Thomas Aquinas, ''[https://www.newadvent.org/summa/5.htm Summa Theologicum, Supplementum Tertiae Partis]'' goulennoù 69 betek 99</ref>
Linenn 86:
E rannoù zo eus ar gristeniezh e kreder e c'hell ar re a varv e stad a c'hras, da lavaret eo tud ar varv hep bezañ graet pec'hed marvel ebet o tispartiañ anezho diouzh Doue, hep bezañ bet peuzc'hlannet eus o fec'hedoù avat gouzañv ur stad etre anvet [[purgatoer]] da c'hortoz bezañ hael a-walc'h da vezañ degemeret gant Doue<ref>{{en}} {{Liamm web|url=http://www.vatican.va/content/john-paul-ii/en/audiences/1999/documents/hf_jp-ii_aud_04081999.html|titl=Dalc'h hollek|oberour=[[Yann-Baol II]]|embanner=[[Keoded ar Vatikan]]|deiziad=4.08.1999|lennet d'=ar 14 a viz Mae 2020}}</ref> Ar re a dizh ar pal-se a vez anvet [[Sent]] (diwar al latin ''sanctus'').<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.newadvent.org/cathen/04171a.htm|titl=The Communion of Saints|oberour=Catholic Encyclopedia|lennet d'=ar 14 a viz Mae 2020}}</ref>
 
Strolladoù all (Azvented ar Seizhvet Devezh) a gred er marveliezh, ar gredenn n'eo ket divarv ene an dud ez-naturel, met e chom digoustiañs er prantad etre ar marv hag an adsavidigezhdasorc'hidigezh a varv da vev. Krediñ a reont ivez e vezo diverket eneoù an dud droug kentoc'h eget kastizañ anezho da vijen, ur gredenn rannet gant [[Testoù Jehovah]].
 
== Lid ==