Maryse Condé : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Maryse Condé e 2008 '''Maryse Condé''' (ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1937 e Pointe-à-Pitre) zo ur skrivagnerez eus Gwadloup. A..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
==Buhez hag oberenn==
An hini diwezhañ eo Maryse Boucolon eus ur familh eizh a vugale. A-hed he yaouankiz eo bet troet gant al lennegezh. E 1953 e oa aet da Bariz da studiañ al lennegezh ke♫verietkeñveriet er [[Sorbonne]]. Daremprediñ a rae studierien all eus an [[Antilhez]] hag eus [[Afrika]].
 
E 1958 e timezas d'ar studier eus [[Ginea]], Mamadou Condé. Pevar bugel o deus bet asambles. Labouret he deus Maryse Condé e meur a vro eus Afrika : e Ginea, [[Aod-an-Olifant]], [[Ghana]] ha [[Senegal]]. E 1973 e tistroas da Bariz da gelenn al lennegezh c'hallek e meur a skol-veur (Jussieu, Nanterre, Sorbonne Nouvelle). Eno ivez e reas un dezenn war lennegezh an Antilhez.
 
Dispartiañ a reas diouzh he gwaz e 1981 hag addimeziñ er bloaz war-lerc'h da Richard Philcox, a droas he skridoù e saozneg. Pa oa e Mali e 1984 e savas ''Segou : Les murailles de terre'', a reas kalz a verzh, hag a voe heuliet e 1985 gant ''Segou : La terre en miettes''. En daou levr-se e kont disardiskar impalaeriezh ar bobl bambara e Mali en {{XIXvet kantved}}.
 
Etre 1985 ha 2004 e kelennas lennegezh c'hallek Afrika e skol-veur Columbia e [[New York]]. Bevet he deus a-bep-eil e New York hag e Gwadloup. Abaoe m'emañ e retred emañ o chom e [[Gordes]], e [[Provañs]].