Kroaziadegoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
adwel
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
D'ar yuzevien ivez e oa pouezus Jeruzalem, e-keñver Istor ha relijion. Er gêr-se emañ rivinoù [[Eil Templ Jeruzalem]], bet gwastet gant ar [[Romaned]] da vare [[Brezel Kentañ etre ar Yuzevien hag ar Romaned|emsavadeg ar Yuzevien]] er bloavezhioù [[66]]-[[73]]. Derc’hel a rae Yuzevien an [[Diaspora]] da zont da Jeruzalem da bediñ war ar rivinoù-se a-hed ar [[Krennamzer|Grennamzer]].
 
War-dro ar bloaz [[1000]] e oa ur gêr vras ha pinvidik eus [[Kergustentin]], kêr-benn [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh Bizantion]]. En ur c’hroashent kenwerzhel a bouez edo, hag efedus e oa [[gouarnamant]] kreizennet an Impalaeriezh. ImpalaerienAn impalaerien vizantat a selle ouzh ar vro en-dro da Jeruzalem evel o domani, dre ma oa bet en Impalaeriezh roman gozh. Hogen gwask a veze lakaet war harzoù reter Impalaeriezh Bizantion gant tagadennoù an [[Arabed]] vuzulmat ha, diwezhatoc’h, re an impalaeriezh turk diazezet e [[Persia]].
 
E [[1009]] e voe roet urzh gant ur [[Kalifelezh|c’halif]] arab da ziskar [[Iliz Bez ar Salver]] e Jeruzalem. E [[1039]] e voe roet aotre, gant ur c’halif all, da Impalaeriezh Bizantion da lakaat adsevel an iliz-se, rak komprenet o doa an alouberien arab e veze degaset pinvidigezh da Jeruzalem gant ar birc’hirined kristen a zeue d’an Douar Santel. Hogen graet e oa an droug ha kavout a rae da gristenien Europa e oa arvarus evito mont di.
Linenn 30:
Ar C'hentañ Kroaziadeg ne voe ket ar skouer gentañ a emgannoù etre muzulmaned ha kristenien broudet gant ar pab. E-pad ren ar pab [[Aleksandr II]] dija e oant bet broudet da vont d’an emgann. Ar wech kentañ a voe aloubadeg [[Sikilia]] gant ar Vikinged e [[1061]], hag an eil gwech a voe e-pad brezelioù ar ''[[Reconquista]]'', ar stourm a-enep muzulmaned e kreisteiz Spagn ha [[Portugal]]. En daou zegouezh-se e voe benniget gant ar pab Aleksandr II ar gristenien a yae d’en em gannañ ouzh muzulmaned ha prometet induljañsoù d’ar re anezho a varvje en emgannoù.
 
Pa voe an impalaerien vizantat o c’houlenn sikour digant kristenien Europa ar C'hornôg, e oa prest an dud en Iliz katolik da glevet seurt galvoù eta. E [[1074]] e voe galvet ''milites Christi'' ("soudarded ar C'hrist") gant ar pab [[Gregor VII]] da vont da reiñ sikour da Impalaeriezh Bizantion, nevez-faezhet en emgann Manzikert. Ne c’hoarvezas ket kalz a dra avat. E miz Du 1095 e voe galvet ur sened-iliz e [[Clermont-Ferrand|Clermont]] gant ar pab Urban II, hag eno e voe taolet pled ouzh galv Impalaeriezh Bizantion rak er mizioù a-raok e oa erruet e lezioù [[Bro-C’hallC'hall]], [[Bro-Saoz]] hag an [[Impalaeriezh Santel Roman]] galvoù a-berzh an impalaer [[Alexios Iañ Komnenos|Alexios I{{añ}} Komnenos]] da zont war e sikour da stourm ouzh an Durked. Sikour en doa goulennet ivez digant impalaer [[Sina]] ! <ref>{{en}} [http://www.eurasianhistory.com/data/articles/c01/916.html Yang Xianyi : ''Fundamental Historical Research'']</ref>
 
Abegoù kenwerzhel ha politikel a voe ivez d’ar c’hroaziadegoù moarvat : Stadoùstadoù bihan evel [[Republik Venezia] ha [[Republik Genova]] a denne kalz a splet eus kenwerzh ar spisoù gant broioù ar Reter ha fellout a rae dezho e vefe sur hentoù ar c’henwerzh-se. Ar bibien a grede oa aze un tu da vestroniañ Ilizoù ar Reter, a oa dispartiet diouzh [[Roma]].
 
Abalamour d’an abegoù lies-se e voe dizemglev ha tabut a-wechoù etre kristenien ar C’hornôg ha da vare ar [[Pevare Kroaziadeg]] e voe lakaet an arigrap war Gergustentin gant soudarded kristen ha rannet douaroù Impalaeriezh Bizantion a-benn ar fin etre Republik Venezia hag ar groazidi.
Linenn 54:
|}
Kustum e vezer da gontañ eizh kroaziadeg, etre an {{XIvet kantved}} hag an {{XIIIvet kantved}}.<br>
Brezelioù all a voe ivez goude-se er {{XIVvet}}, {{XVvet}}, {{XVIvet}} ha {{XVIIvet kantved}} : [[Emgann Lepanto]] e [[1571]], [[Emgann Szentgotthárd]] e [[1664]] ha [[Seziz Candia]] e [[1669]] e voe an emgannoù diwezhañ etre Turked an [[Impalaeriezh Otoman]] ha Stadoùstadoù kristen Europa ar C'hornôg. Marc’heien [[Urzh Sant Yann Jeruzalem]] a gendalc’has d’ober brezel er [[Mor Kreizdouar]], eus [[Malta]], betek ma voent trec’het gant [[Napoleon Iañ|Napoleon]] e [[1798]].
 
Kroaziadegoù « bihan » all a voe ivez, n’eo ket hepken e reter ar Mor Kreizdouar, el [[Ledenez iberek]] ivez, a-enep muzulmaned, pe e lec’h all hag en Europa a-enep kristenien a veze sellet outo evel « [[Disivouderezh|disivouderien]] » gant ar bibien pe gant pennoù stadoù galloudus.
Linenn 61:
{{Pennañ|Kentañ Kroaziadeg}}
[[Restr:1099jerusalem.jpg|thumb|Aloubadeg Jeruzalem e 1099 ; dornskrid eus ar Grennamzer]]
Gant ar pab Urban II e 1095 e voe loc'het ar C’hentañ Kroaziadeg, a badas eus [[1096]] da [[1099]]. E-kichen armeoù marc’heien e voe ivez tud vunut a bep seurt a yeas da-heul ar prezeger gall [[Pierre L’Hermite]] war-du Kergustentin. Ar re a erruas en Anatolia en em gannas a-enep armeoù [[Kilij Arslan]], [[sultan]] [[İznik|Nicaea]] e [[1096]], met trec’het e voent ganto. Er bloaz war-lerc’h e voe kemeret [[Nicaea]] gant ar groazidi ha kannet e voe Kilij. Er bloaz [[1098]] e voe kemeret ganto kêrioù [[Şanlıurfa|Edessa]] hag Antioc'heia, ha savet e voe ganto Stadoùstadoù kristen bihan en-dro d’ar c’hêrioù-se. E 1099 e kouezhas Jeruzalem ha [[Tripoli (Liban)|Tripoli]] etre daouarn ar groazidi ivez. Stourm a reas annezidi Jeruzalem ouzh ar groazidi, met trec’het e voent ganto ha d’ar [[15 a viz Gouere]] 1099 e c’hallas ar groazidi mont tre e kêr. Lakaet e voe en arigrap, ha ma voe espernet o buhez d’an emgannerien e voe lazhet kalz annezidi, muzulmaned, yuzevien pe gristenien eus ilizoù ar Reter, ha distrujet [[moskeenn]]où ha savadurioù all.
 
=== Eil Kroaziadeg, 1147–1149 ===
Linenn 67:
Goude ur pennad amzer ma voe peoc’hus a-walc’h an darempred etre ar gristenien hag ar vuzulmaned er Reter-Nesañ e voe adtapet Edessa gant ar vuzulmaned e [[1144]] ; kêr-benn ar Stad kentañ savet gant ar groazidi e oa. Kement-se a lakaas ar pab [[Ujan III]] da c’hervel d’un eil kroaziadeg e [[1145]]. E penn an armeoù ar wech-mañ e voe gwelet ar roue gall [[Loeiz VII (Bro-C'hall)|Loeiz VII]] hag ar roue alaman [[Konrad III (Alamagn)|Konrad III]]. Kerzhout a reas o armeoù war-du Jeruzalem e [[1147]]. Met ne voe gounezet trec’h ebet ganto a-enep ar vuzulmaned. E miz Gouere [[1148]] e klaskjont tapout kêr [[Damask|Zamask]], a oa renet gant ur gouarnour muzulmat en doa graet emglev gant kroazidi Rouantelezh Jeruzalem gwechall. C’hwitañ a rejont ha buan goude e voe aloubet ar gêr-se gant [[Nur ad-Din Zangi]], enebour brasañ ar groazidi.
En tu all d’ar Mor Kreizdouar e oa ur strollad all a varc’heien deuet eus [[Europa an Hanternoz]] o kerzhout war-du Portugal. Emglev a rejont gant [[AlfoñsAfonso Iañ (Portugal)|Alfoñs I{{añ}}]] ha kemer kêr [[Lisbon]] digant ar vuzulmaned e 1147. Er bloaz war-lerc’h ez eo [[Tortosa]], e [[Katalonia]] a voe kemeret gant ar gristenien. A-benn [[1150]] avat e oa distroet Loeiz VII ha Konrad III d’o bro hep bezañ bet trec’h gwech ebet en Douar Santel.
 
E 1147 ivez, war hent an distro, e voe graet brezel ouzh Slaved ar C’hornôg gant [[Alamaned]] ha [[Daned]]. ''Wendenkreuzzug'', "kroaziadeg a-enep ar Slaved", a reer ivez en [[alamaneg]] eus ar brezel-se, dre ma oa paganed eus ar Slaved-se. Daoust ma lakaas an Alamaned o c’hrabanoù war ar vro poblet gant Slaved (''Wagrien'', e [[Schleswig-Holstein]] hiziv), ne zeujont ket a-benn avat da dreiñ anezho e kristenien.
 
=== Trede Kroaziadeg 1187–1192 ===
Linenn 80:
{{Pennañ|Pevare Kroaziadeg}}
[[Restr:PriseDeConstantinople1204PalmaLeJeune.JPG|thumb|upright=1.6|''La Prise de Constantinople'' e 1204, livet gant [[Palma Le Jeune]]]]
Gant ar pab [[Inosant III]] e voe galvet d’ur Pevare Kroaziadeg, evit aloubiñ an Douar Santel adalek [[EgiptEjipt]]. Emglev o doa graet ar groazidi gant tud Republik Venezia evit feurmiñ listri diganto da gas en tu all d’ar mor 4&nbsp;500 marc’heg, 9&nbsp;000 floc’h hag 20&nbsp;000 troadeg. Ne c’hallas ket ar groazidi paeañ ar gwirioù treizh penn-da-benn da dud Venezia hag e-lec’h bezañ kaset da Egipt e voent kaset ganto da [[Zadar|Zara]] (Zadar) war aod [[Dalmatia]], da adkemer evito ar gêr-se a oa bet e dalc’h Venezia diagent. Neuze e voe kollet ganto paeroniezh ar pab hag an [[eskumunugenn]] a voe douget outo zoken. Divizout a reas renerien ar groazidi ha Republik Venezia mont betek Kergustentin da adlakaat war an tron an impalaer [[Izaag II Angelos]] a oa bet nevez-tennet e garg digantañ. Goude meur a varrad emgann e [[1203]] ha 1204 e voe kemeret Kergustentin ganto ha lakaet e voe ar gêr vras en arigrap. Rannet e voe Impalaeriezh Bizantion ha savet e voe neuze un [[Impalaeriezh Latin]] en-dro da Gergustentin, e-kichen meur a Stadstad all e [[Gres]], renet-holl gant kroazidi. Ar Pevare Kroaziadeg ned eas ket betek an Douar Santel hag ar groaziadeg kentañ e voe ma ne oa ket bet brezeliet a-enep muzulmaned a-benn ar fin. Peurrannet e voe gant an darvoudoù-se Iliz ortodoks diouzh an Iliz katolik roman. Impalaeriezh Latin Kergustentin, krouet da-heul ar groaziadeg-se a badas betek [[1261]], ar bloaz ma voe adkemeret ar galloud gant an Impalaer bizantat [[Mikael VIII Palaiologos]].
 
== Levrlennadur ==