Louis Héry : diforc'h etre ar stummoù

skrivagner gallek
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Louis Héry''' (Redon, 1808 - Redon, 1856) a oa kelenner ha skrivagner en Enez ar Reünion hag a voe an hini kentañ o kreoleg an enezenn. Genidik e oa eus..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 11 Mez 2021 da 14:38

Louis Héry (Redon, 1808 - Redon, 1856) a oa kelenner ha skrivagner en Enez ar Reünion hag a voe an hini kentañ o kreoleg an enezenn.

Genidik e oa eus Redon hag e 1820 e erruas en enez Bourbon (Reünion bremañ), e Meurvor Indez. Labourat a reas da gentañ war-dro ur blantadeg korz-sukr hag a oa perc'hennet gant div genitervez dezhañ. Buan a-walc'h e cheñchas micher avat ha mont da gelenner e skolaj roueel Saint-Denis.

Kuitaat a reas ar skol-se evit digeriñ ur skol brevez e Sainte-Suzanne, ul lec'h all en enezenn. E 1844 e tistroas d(ar skolaj roueel, ma chomas betek 1856.

En em lakaat a reas Luis Héry da dreiñ fablennoù anavezet e kreoleg. E 1828 e voe embannet e Fables créoles dédiées aux dames de l'île Bourbon, awenet gant fablennoù Jean de La Fontaine. Al levr kreolek kentañ e oa. Adembannet e voe, kresket, e 1849, 1856 ha 1883.