Louis Héry : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
diasur
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Louis Émile Héry''' ([[Redon]], 15 Here 1808 - [[Saint-Denis (ar Reünion)|Saint-Denis]], 27 Here 1856) a oa kelenner ha skrivagner en [[Enez ar Reünion]] hag a voe an hini kentañ o skrivañ [[kreoleg]] an enezenn.
 
Genidik e oa eus Redon hag e 1820 ec'h erruas en enez ''Bourbon'' (Reünion bremañ), e Meurvor Indez. Labourat a reas da gentañ war-dro ur blantadeg [[korz-sukr]] hag a oa perc'hennet gant div genitervez dezhañ. Buan a-walc'h e cheñchas micher avat ha mont da gelenner e skolaj roueel [[Saint-Denis (ar Reünion)|Saint-Denis]].
 
Kuitaat a reas ar skol-se evit digeriñ ur skol brevez e [[Sainte-Suzanne (ar Reünion)|Sainte-Suzanne]], ul lec'h all en enezenn. E 1844 e tistroas d'ar skolaj roueel, ma chomas betek e varv e 1856.
 
En em lakaat a reas Louis Héry da dreiñ fablennoù anavezet e kreoleg. E 1828 e voe embannet e ''Fables créoles dédiées aux dames de l'île Bourbon'', awenet gant fablennoù [[Jean de La Fontaine]]. Al levr kreolek kentañ e oa. Adembannet e voe, kresket, e 1849, 1856 ha 1883.