Koskoriad an Heol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 121:
[[Hent Sant-Jakez (galaksienn)|Hent sant-Jakez]] eo hor galaksienn, anezhi unan droellennek varrennet (doare Hubble SB neuze) war-dro 100&nbsp;000 a [[Bloavezh-gouloù|vloavezhioù-gouloù]] he zreuzkiz, da lavaret eo 946&nbsp;×&nbsp;10<sup>15</sup> [[metr|km]] (946&nbsp;073 a vilionmiliardoù a gilometroù), ha war-dro 200 miliard a stered enni – n'eo an Heol nemet unan dister a-walc'h anezho.
 
Emañ an Heol en ur vrec'h diavaez anvet [[Orion (steredeg)|Orion]]-[[Alarc'h (steredeg)|Alarc'h]], war-dro 3&nbsp;500 a vloavezhioù-gouloù (33&nbsp;112&nbsp;556&nbsp;×&nbsp;10<sup>12</sup> km) he zreuz ha war-dro 10&nbsp;000 a vloavezhioù-gouloù he hirder (1/10 hepken eus treuzkiz ar c'halaksienn neuze).<br>
 
En-dro d'ar steredennig a anvomp Heol e tro eizh planedenn : Merc'her, Gwener, an Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan (ha Ploudon, ur blanedenn-gorr, a vo lezet a-gostez er rannbennad-mañ, hag un toullad [[korf-egor|korfoù-egor]] all ha n'int ket planedennoù). Koskoriad an Heol eo hollad ar c'horfoù-egor-se, war-dro 444&nbsp;346&nbsp;991&nbsp;655,567&nbsp;km e dreuzkiz krenn, da lavaret eo 0,000&nbsp;000&nbsp;004&nbsp;7&nbsp;% eus hirder ar vrec'h ha 0,000&nbsp;000&nbsp;013&nbsp;% eus he zreuzkiz.
 
Setu amañ dindan ur sell eus koskoriad an Heol. Diouzh ar skeul emañ an hedoù. Mentoù ar planedennoù avat n'int ket.
<div style="width:910px; height:330px130px; overflow:auto; padding:6px; margin-bottom:15px;">[[Restr:Solar System Objects in Scale.jpg|5000px]]</div>
[[Restr:Solar System Objects in Scale.jpg|5000px]]
</div>
 
Mar fell deoc'h lakaat mentoù ar planedennoù diouzh ar skeul war ho skramm, kemerit ar blanedenn vihanañ, Merc'her, da ziazez : ur [[piksel]] (1&nbsp;px) e vo treuzkiz Merc'her neuze.<br>