La Barre-de-Monts : diforc'h etre ar stummoù

kumun Bro-C'hall
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "{{Infobox kumunioù Frañs | anv = La Barre-de-Monts | skeudenn = Carrelet fromentine.JPG | alc'hwez = Roue..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 19 Mez 2021 da 10:47

La Barre-de-Monts
Rouedoù "carrelet" e Fromentine.
Rouedoù "carrelet" e Fromentine.
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Broioù al Liger
Departamant Vañde
Arondisamant Les Sables-d'Olonne
Kanton Kanton Saint-Jean-de-Monts
Kod kumun 85012
Kod post 85550
Maer
Amzer gefridi
Pascal Denis
2020-2026
Lec'hienn web http://www.labarredemonts.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 240 ann. (2020)[1]
Stankter 82 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46°53′5″N 2°7′1″W
Uhelderioù bihanañ  m — brasañ  m
Gorread 27,29 km²


La Barre-de-Monts zo ur gumun war bevenn ar Geunioù Brezhon, e Norzh departamant Vañde.

Douaroniezh

Ar vourc'h zo war bevenn ar Geunioù Brezhon, ha pemp traezhenn a zo ivez en Norzh hag er C'hornôg, dispartiet diouzh ar vourc'h gant ur c'hro tevenier plantet gant gwez-pin hag a zo ul lodenn eus ar c'hoad anvet forêt des Pays de Monts hag a ya d'ar Su betek Saint-Hilaire-de-Riez. 1200 devez-arat gwez-pin en deus ar gumun, koadoù treuzet gant gwenodennoù-bale hag an hent war-zu pont Nervouster a-us da strizh-mor Fromentine. War an aod e kaver kêriadenn Fromentine justawalac'h, ur c'houronklec'h e 2 km e Gwalarn ar vourc'h, e lec'h ma c'haller lestrañ da Enez Yeu.

En em astenn a ra ar gumun war 2 729 hektar . An uhelder keitat zo 3 metr.

Istor

 
Ti-gar Fromentine er bloavezhioù 1930.

Savet e voe e parrez e 1812, ha distaget e voe ouzh Notre-Dame-de-Monts ha krouet e kumun e 1853[2].

E 1896 e erruas an tren, al linenn e yae eus Challans betek Fromentine. Al lodenn Beauvoir-sur-Mer - Fromentine a voe lakaet e-barzh al linenn Bourc'hnevez - Saint-Gilles-Croix-de-Vie e 1923 hag a voe astennet betek Les Sables-d'Olonne e 1925. Serret e voe al linenn d'ar 1añ a viz Here 1949.

Politikerezh ha melestradurezh

 
Maerdi La Barre-de-Monts.
Roll ar vaered
Maread Anv Strollad Perzh
Meurzh 1971 – Meurzh 1983 Jean Thiery[3] kenwerzher
Meurzh 1983[4] – Even 1995[5] Marylise Rongère-Terrien
Even 1995[5] – Meurzh 2008 Bénédict Rolland Tu-dehoù liesseurt apotiker
Meurzh 2008 – Meurzh 2014 Christian Sangan[6] Tu-dehoù liesseurt gwazour madoù diloc'h war e leve
29 Meurzh 2014 – Pascal Denis[7] Tu-kleiz penn embregerezh
Réélu pour le mandat 2020-2026
N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh.

Poblañsouriezh

2 134 annezad

en doa La Barre-de-Monts e 2008 (ur c'hresk a 18 % e keñver 1999), ha 2 201 annezad e 2018 .

Armerzh

  • pesketa gant ur roued (anvet carrelet) a blij kalz d'an douristed
  • istrerezh
  • touristelezh

Sevenadur ha glad

 

Lec'hioù ha monumantoù

  • ekomirdi Geunioù Vañde (sic)
  • Iliz Sant-Loeiz
  • traezhenn al Lays

Tud bet ganet eno

Ardamezouriezh

 


Da dreiñ : D'or à la barre d'azur accompagnée à dextre de trois monts de sable mouvant du flanc et de la partition et portant trois pins au naturel, et à senestre d'un vaisseau de gueules équipé d'argent voguant sur une mer ondée de sinople.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù