Arkitektouriezh c'hotek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Skouerioù ar savadurioù. Nevezgotegezh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Labour a chom}}
[[Restr:Beauvais Cathedral Exterior 1, Picardy, France - Diliff.jpg|thumb|300px|Katedral [[Beauvais]]]]
[[Restr:Arktektouriezh c'hotek.jpg|thumb|upright=2|Tres ha gerioù resis an arkitektouriezh c'hotek]]
 
Ijinet eo bet an '''arkitektouriezh c'hotek''' en [[Enez-Frañs]] e-kreiz an [[XIIvet kantved]]. En [[Europa]] e teu da vezañ ar [[stil]] pennañ betek kreiz ar [[XVIvet kantved]] p'en-deus graet berzh an [[arkitektouriezh klasel]] dindan levezon an [[Azginivelezh italian]].<br /> Implijet eo bet da gentañ-holl evit kement savadur relijiel bras ha bihan, iliz, [[chapel]], [[abati]], [[manati]], [[prioldi]], met ivez evit sevel savadurioù lik evel sezioù ar galloudoù ([[palez]]ioù, [[ti-kêr|tiez-kêr]]) hag etrepaouezioù. Meizet eo bet koulz evel un hollad a deknikoù hag ur [[preder]]. Diouzh-se e c'heller sellet ouzh an arkitektouriezh c'hotek evel unan eus brasañ pennvadoù ar [[Grennamzer]]. Addizoloet e voe an arkitektouriezh-se en XIXvet kantved hag e voe savet meur a savadur er bed a-bezh diwar ar skouerioù kozh, an arkitektouriezh nevezgotek pe ar stil nevezgotek a vez graet eus ar pleustradoù-se.
 
Linenn 13 ⟶ 14:
{{clear}}
=== Ul levr graet e maen ===
[[Restr:GothicArktektouriezh altar veit stossc'hotek.jpg|thumb|upright=1.4|[[VeitTres ha gerioù resis Stoss]],an [[Krakow]],arkitektouriezh [[Polonia]]c'hotek]]
Un oberenn bolitikel eo ivez p'eo bet roet al lañs gant un [[eskob]] hag an arc'hant gant an [[noblañs]] hag ar pennoù uhel. Ur benveg evit klask brud ha diwar-se eo bet ouzhpenn re un nebeud a esaeoù evit uhelaat ar [[bolz]]ioù (kouezh bolzioù iliz-veur [[Beauvais]] e 1284). Setu perak e weler a-bell an [[tour]] (pe an tourioù). An [[delwenn|delwennoù]] hag ar skeudennoù a ziskouez elfennoù an [[Aviel]] ha talvoudegezhioù speredel an Iliz. Un oberenn a [[pedagogiezh|bedagogiezh]] eo ivez seul vui ma vez savet an iliz evit un niver bras a dud.
 
[[Restr:Marienburg 2004 Panorama.jpg|thumb|center|upright=2.7|center|<div style="text-align:center;">Kreñvlec'h teutonek [[Malbork]], e [[Polonia]]</div>]]
 
{{Luskadoù arzoù ar c'hornôg}}