Varg Vikernes : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempenn rummadoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 20:
Brudet e oa deuet da vout e deroù ar bloavezhioù 1990 a-drugarez d'e sonerezh evel-just, mes ivez abalamour d'e vennozhioù [[Gouennelouriezh|gouennelour]] ha d'e dorfedoù, hag ivez dre ma skrivas pennadoù entanet a-enep d'ar [[kristeniezh|gristeniezh]]. Lakaet en doa an tan e meur a iliz kozh en e vro, o vennout dialañ, hervezañ ar [[Skandinavia|Skandinaved]] kozh bet heskinet gant ar [[kristenien|gristenien]] hervezañ, ha drouklazhet e oa bet gantañ [[Euronymous]], rener ar strollad [[Mayhem]], e [[1993]].
 
Kemmet en deus e anv evit bezañ graet «Varg Qvisling Larssøn Vikernes» anezhañ, e koun an [[naziegezh|nazi]] norvegiat [[Vidkun Quisling]]. Nac'h a ra hiziv bezañ [[Naziegezh|broadel-sokialour]], avat, dre ma tisplij dezhañ ar [[gouennelouriezh|ouennelouriezh]] a-enep d'ar [[Slaved]]. Lavarout a ra n'eo ket dedennet gant ar [[satanouriezh]], met gant ar [[paganelezhpaganiezh|baganelezhbaganiezh]] nemetken.
 
Goude drouklazh Euronymous eo barnet da 21 bloavezh toull-bac'h. Ober a ra 15 bloavezh a-raok bezañ lezet da vont. Dimeziñ a ra gant ur C'hallez ha dont da Vro-C'hall da chom. E miz Gouhere 2013 eo bet dalc'het dindan evezh ar polis gall e-pad ur pennadig, dre ma klaske gouzout ha liammoù en doa pe en dije bet gant [[Anders Behring Breivik]].