Michele Mazzarino : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
==E vuhez==
[[Fichier:Roma-Santa_Maria_sopra_Minerva.jpg |thumb| Iliz [[Santa Maria sopra Minerva]], e Roma. ]]
Ganet e oa e [[Pescina]], e [[Rouantelezh Naplez]], met savet e voe e Roma. Alessandro e oa e anv-badez. Mab e oa da Pietro Mazzarini, ha d'e bried Ortensia Buffalini. E vamm a oa eus un tiegezh a renk uhel, a orin eus [[ Città di Castello]], en [[Umbria]], ha filhorez e oa da [[Filippo Iañ Colonna]], Konestabl Naplez. C'hwec'h bugel a oa en tiegezh, [[Giulio Mazzarino]] e oa ar c'hentañ, ha Michele an eil.
 
E 1620 ez eas da skol [[Urzh an Dominikaned]] e kouent Iliz-veurpenniliz [[Santa Maria sopra Minerva]] e Roma hag eno e kemeras an anv ''[[Michele]]'' . E 1624 ez eas da echuiñ e studioù da [[Viterbo]] ha Bologna. Kelenn a reas an doueoniezh hag ar brederouriezh e meur a skol dalc'het gant an Dominikaned, ha meur a garg a bouez a voe roet dezhañ.
 
==E varv==