Heliom : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D HTML
video added #WPWP #WPWPBN
Linenn 18:
Daou [[izotop]] stabil en deus an heliom. Ar stankañ eo an heliom 4 hag ar rouesañ eo an heliom 3.<br>
A-bouez eo emzalc'h an daou seurtad heliom 4 tanav (heliom&nbsp;I ha heliom&nbsp;II) evit ar glaskerien a studi ar [[treloc'herezh kwantek|mekanikoù kwantek]], anadenn an [[dreistberusted]] dreist-holl, stad tizhet gant an heliom er [[poent lambda]] e 2,1768&nbsp;K, war-dro −271&nbsp;°C (da −270,9732&nbsp;°C evit bezañ resis) hag evit ar re a studi efed ar gwrezverkoù tost d'ar [[zero klok]] war danvezioù all (evel an [[dreistherended]]).
[[Restr:HeNe Laser Build.webm|vignette|Heliom laser]]
 
Goude an [[hidrogen]] ez eo an heliom an elfenn stankañ en hollved, hag ar gaz ''nobl'' ar skañvañ eus an daolenn beriodek. En hollved a vremañ, hogozik holl an heliom produet zo disoc'h [[teuzadur nukleel]] an hidrogen er [[stered]]. War an [[Douar (planedenn)|Douar]], e oa bet krouet da-heul digenstagadur [[skinoberiusted|skinoberiant]] an elfennoù pounneroc'h evitañ : ar [[rannig alpha|rannigoù alpha]] zo nukleüsoù heliom a zeu diwar digenstagadur an [[uraniom]], an [[toriom]] hag eus hini o elfennoù mibien. Goude e grouidigezh e vez bac'het ul lodenn anezho gant ar [[gaz naturel]] e feurioù tolpadur a ya betek 7% dre volum.