Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 50:
An daou enebour pennañ war an dachenn a oa bet an Alamagn Nazi hag [[Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel]], pep hini anezho a oa harpet gant kevredidi a youl-vat pe rediet. Ar [[Rouantelezh-Unanet]] hag ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] ne oant ket bet engouestlet en emgannoù met harpet o devoa tu an URSS dre pourvezadurioù milourel ha trevour. [[Lend-Lease]] a voe graet eus an harp dafarel-se. An oberiadurioù brezel German-Finland dre an harzoù norzh ha reter Finland-URSS hag er [[Oblast Mourmansk|rannvro Mourmansk]] a vez lakaet da dalvezout evel ul lodenn d'ar brezel war Talbenn ar Reter. Ouzhpenn-se [[Jatkosota|Brezel kendalc'hus Soviet–Finland]] a vez lakaet, met raloc'h, da vezañ ul lodenn en norzh d'an hollad Talbenn ar Reter.
== Kenarroud ==
* ''Gwelet [[Emglev Molotovalaman-Ribbentropha-soviedel]]''
[[Restr:Bundesarchiv Bild 183-H27337, Moskau, Stalin und Ribbentrop im Kreml.jpg|thumb|23 a viz Eost 1939 e Moskva, [[Jozef Stalin]] ha [[Joachim von Ribbentrop|Ribbentrop]] o sinañ an [[Emglev alaman-ha-soviedel|emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet]].]]
Daoust dezho bezañ enebet e-keñver ideologiezh, [[Trede Reich|Alamagn an Trede Reich]] hag an [[Unvaniezh Soviedel]] a oa displijet bras gant disoc'h ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] en o c'heñver. An Unvaniezh Soviedel he devoa kollet douaroù e-leizh e Reter Europa goude sinadur [[Emglev Brest-Litovsk |Emglev Brest-Litovsk]], rediet e oa bet Rusia da vont gant hent goulennoù Alamagn. Kollet e oa bet [[Polonia]], [[Lituania]], [[Estonia]], [[Latvia]] ha [[Finland]] ganti ha roet an tiriadoù-se da nerzhioù kreiz Europa. Pa voe kollet ar brezel gant Alamagn, an douaroù-se a voe tennet hervez pennaennoù [[Kendalc'h Peoc'h Pariz 1919]]. Rusia a oa tapet gant ar [[Brezel diabarzh|brezel-diabarzh]] hag ar Gevredidi n'o devoa ket anzavet ar Gouarnamant Bolchevik, setu penaos ne oa ket bet eus ur c'hannad evit Rusia.