Diforc'hioù etre adstummoù "Ifikles"

43 okted ouzhpennet ,  5 miz zo
Multiple issues
(Multiple issues)
'''Ifikles''' a c'hall bezañ tri den disheñvel e mojennoù kozh [[Hellaz]].
 
== Breur gevell Herakles ==
'''Ifikles''' (Ἰφικλῆς e [[gresianeg]]), mab da [[Alkmene]] ha da [[Amfitryon]], a oa breur gevell [[Herakles]], ha kompagnun d'an haroz meur e-pad ur pennad amzer, e mojennoù kozh [[Hellaz]]. <br>
Dimeziñ a eure da gentañ da [[Aotomedousa]], hag ur mab en doe ganti, [[Iolaos]], a yeas da-heul e eontr meur a wech.
 
Dilezel a reas e wreg kentañ evit dimeziñ da da eil merc'h [[Kreon]], roue [[Thebai]].<br>
Pan eas Herakles en egar e lazhas daou eus e vugale.
 
Gloazet e voe war-lerc'h un emgann enep roue [[Elea]], ha mervel a eure e [[Feneos]] en [[Arkadia]].
 
Enoret e veze bep bloaz gant lidoù graet gant tud [[Fenea]] war e vez.
 
== Daou haroz arall ==
#* Mab [[Thestios]], unan eus an [[Argonaoted]], hag a easyeas da hemolc'hiñ [[hoc'h-gouez Kalydon]], hag a voe lazhet gant [[Meleagros]].
#* Un den eus [[Thessalia]] , mab da [[Phylakos]], tad da b-[[Protesilaos|Brotesilaos]] ha [[Podarkes]].
 
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]
[[Rummad:Kurioù Herakles]]