Hywel Dda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
== Istor ==
Ganet e oa Hywel war-dro 880, hag eñ yaouankañ mab [[Cadell ap Rhodri]] ha mab-bihan da [[Rhodri Mawr]]. E [[905]] e oa bet aloubet [[Dyfed]] gant Cadell ha roet da Hywel da ren enni. Kreñvaat a reas e grog er vro dre zimeziñ da Elen, merc'h da [[Llywarch ap Hyfaidd]], bet roue Dyfed. Pa varvas e dad Cadell e [[909]] e voe roet dezhañ un tamm eus [[Seisyllwg]], ha pa varvas e vreur e [[920]], ec'h unanas an div vro d'ober [[Deheubarth]].
 
Pa varvas e genderv [[Idwal Foel]] e [[942]] e tegouezhas [[Gwynedd]] dezhañ ivez. Ha pa varvas [[Llywelyn ap Merfyn]] e c'hallas stagañ [[Powys]] ouzh e rouantelezh ouzhpenn. Gant se e oa mestr war an tri c'hard eus Kembre a hiziv.