Diforc'hioù etre adstummoù "Jakez Kerrien"

26 okted ouzhpennet ,  2 viz zo
Anvet e voe Jakez Kerrien da gelenner e Belgia, e 1919-1920. E-kerzh e goñje, graet gantañ e [[Gwened]], e 1920, e reas anaoudegezh gant [[Roparz Hemon]] ha gant hemañ e vo lakaet e darempred gant [[Frañsez Vallée]] ha [[Meven Mordiern]]. War-lerc'h e amzer-soudard ez eas da Roma, e-lec'h ma heulias kentelioù doueoniezh ha prederouriezh, a-barzh bout beleget er bloaz 1926 e Sant-Tegoneg.
 
Yaouank e teraouas e vuhez a skrivagner hag abred hen echuas ivez. Aet e oa gantañ eil priz ar [[Bleun-Brug]], e 1921, evit ur varzhoneg. Skrivañ a reas daoutri bennadfennad-skrid evit ''Le courrier du Finistère'', e 1922, 1923 ha 19231925 : "Ar guziadenn aour" hag, "Ar waz du" hag "Ar roc'h toull''. EmbannetAdembannet e voe e romant ''Ar roc'h toull'' e 1926, d'an oad a c'hwec'h vloaz warn-ugent, gant Gwalarn. Goude se ne skrivas ket nemet pennadoù a-zivout gwerzaouriezh. E 1930 e voe disoc'h e vuhez a skrivagner ha tolpañ a roas e evezh war e c'halvidigezh a veleg evit peurrest e vuhez.
 
E-pad hanter-kant vloaz e voe frer, aluzener e Tours ha kelenner e kloerdi bras Poitiers.
Implijer dizanv