Jakez Kerrien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 33:
Anvet e voe Jakez Kerrien da gelenner e Belgia, e 1919-1920. E-kerzh e goñje, graet gantañ e [[Gwened]], e 1920, e reas anaoudegezh gant [[Roparz Hemon]] ha gant hemañ e vo lakaet e darempred gant [[Frañsez Vallée]] ha [[Meven Mordiern]]. War-lerc'h e amzer-soudard ez eas da Roma, e-lec'h ma heulias kentelioù doueoniezh ha prederouriezh, a-barzh bout beleget er bloaz 1926 e Sant-Tegoneg.
 
Yaouank e teraouas e vuhez a skrivagner hag abred hen echuas ivez. Aet e oa gantañ eil priz ar [[Bleun-Brug]], e 1921, evit ur varzhoneg. Skrivañ a reas tri fennad-skrid evit ''Le courrier du Finistère'', e 1922, 1923 ha 1925 : "Ar guziaden aour", "Ar waz dour" hag "Ar roc'h toull''". Adembannet e voe e romant ''Ar roc'h toull'' e 1926, gant Gwalarn, pa oa c'hwec'h vloaz warn-ugent. Goude se ne skrivas nemet pennadoù a-zivout gwerzaouriezh. E 1930 e voe disoc'h e vuhez a skrivagner ha tolpañ a roas e evezh war e c'halvidigezh a veleg evit ar peurrest eus e vuhez.
 
E-pad hanter-kant vloaz e voe frer, aluzener e Tours ha kelenner e kloerdi bras Poitiers.
Linenn 48:
Ar gouron ar pennañ zo ur paotr yaouank er romant ha gweladenniñ a ra ur c'hev, hini ar Roc'h Toull, ambrouget ma'z eo gant e vreur. Kejañ a ra ouzh ur paread tud, c'hoarierion-gilhoù hag imbourc'herion anezho, hag a glask un dra a c'hallfe bezañ un teñzor kuzh.
 
Ar romant-se eo pennoberenn Jakez Kerrien. Honnezh zo ul levr berr a-walc'h, marzhus ha fentus war un dro, levezonet gant endro ar skrivagner : hini e vloavezhioù-skol ha hini e yaouankiz e bro-Leon. Ennañ e kaver mojennoù vreizhatbreizhat -evel mojenn ar C'hazh Du- ha menegoù eus ar sevenadur hollvedel. Se zo ur romant a faltazi ("un danevell varzhus" hervez soñj [[Abeozen]]) e-men e kaver levezon lennadennoù ar skrivagner evel Dante pe prederourion a vro-C'hres, reoù an Akademiezh enta, lakaet asambles gant gerioù eeun yezh ar beizanted hag al levezon kristen. Ur meni romant-deskiñ eo, a-ouenn gant romantoù kevrinus ar skol romantel, skrivet en ur yezh "c'hwek ha pinvidik" hervez [[Fañch Morvannou]].
 
====Arroudenn====