Charlez II (Bro-Saoz) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Poltred ar roue Charlez II gant John Michael Wright '''Charles II''' (8 Mezheven 1630 – 16 C’hwevrer 1685) a oa roue Bro-Skos eus 1649 da 1651, ha roue Bro-Skos, Bro-Saoz hag Iwerzhon eus 1660 betek e varv e 1685. Mab e oa Charlez II da Charlez I{{añ}} Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon and Henriette..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 2:
'''Charles II''' (8 Mezheven 1630 – 16 C’hwevrer 1685) a oa roue [[Rouantelezh Bro-Skos|Bro-Skos]] eus 1649 da 1651, ha roue Bro-Skos, [[Rouantelezh Bro-Saoz|Bro-Saoz]] hag [[Rouantelezh Iwerzhon|Iwerzhon]] eus 1660 betek e varv e 1685.
 
Mab e oa Charlez II da [[Charlez Iañ (Bro-Saoz)|Charlez I{{añ}} Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon]] and [[Henriette Bro-C'hall (1609-1669)|Henriette Marie Bro-C'hall]]. Goude ma voe [[dibennañ|dibennet]] Charlez I{{añ}} e Londrez, d’an 30 a viz Genver 1649, pa oa [[Brezel Diabarzh Bro-Saoz]] oc’h ober e reuz, e voe embannet gant [[Parlamant Bro-Skos]] e teue Charlez II da vout roue, d’ar 5 a viz C’hwevrer 1649. Met e Bro-Saoz e oa neuze un doare republik anvet [[Commonwealth of England]], renet gant [[Oliver Cromwell]]. Trec’het e voe Charlez II gant Cromwell en [[Emgann Worcester]] d’an 3 a viz Gwengolo 1651, ha tec’hel a reas Charles II da zouar-bras Europa. Ha dont a reas Cromwell da vezañ e penn Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. Chom a reas Charlez II en harlu e-pad nav bloaz, e [[Bro-C'hall]], er [[Proviñsoù Unanet]] hag en [[Izelvroioù spagnol]]. Goude marv Cromwell e 1658 e voe adsavet ar rouantelezh ha pedet e voe Charlez II da zistreiñ da Vro-Saoz. D’an 29 a viz Mae 1660, an deiz ma oa 30 vloaz, e erruas e Londrez ma voe graet un degemer c’hwek dezhañ. Diwar neuze e voe graet en holl skridoù ofisiel evel pa vije pignet war an tron diouzhtu war-lerc’h e dad adalek 1649.
 
Gant ar Parlamant e voe embannet un heuliad lezennoù anvet ''kod Clarendon'' evit lakaat an [[Iliz Bro-Saoz|Iliz anglikan]] da iliz ofisiel nemeti er vro. Asantiñ a reas Charlez II da gement-se daoust ma save-eñ a-du gant an tolerantouriezh. Dindan e ren e c’hoarvezas an [[Eil Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù|Eil]] hag an [[Trede Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù]]. E 1670 e voe sinet un emglev kuzh, [[Feur-emglev Dover]], etre Charlez II hag e genderv, ar roue gall [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)|Loeiz XIV]]. Ar roue gall a roe e c’her da skoazellañ ar Saozon en Trede Brezel-se gant ma trofe Charlez ouzh ar gatoligiezh en-dro en amzer da zont. Klask a reas Charlez II degas [[frankiz relijiel]] d’ar gatoliked ha d’ar brotestanted e 1672, met ar Parlamant a nac’has votiñ an destenn kinniget gantañ. E 1679 e tisklêrias ar beleg anglikan [[Titus Oates]] e oa riskl da gaout un “irienn"irienn babel”babel", abalamour ma oa katolik breur ar roue. Kement-se a lakaas tabut da sevel er Parlamant etre ar gostezenn Whig a c’houlenne ne c’hallje ket ur c’hatolik mont da roue hag ar gostezenn Tory a oa a-enep ar soñj-se. Charlez II a savas a-du gant an Doried, ha pa voe dizoloet, e 1683, [[Irienn Rye House]] da lazhañ Charlez hag e vreur Jakez, e voe harzet ha lakaet d’ar marv lod eus ar renerien Whig, tra ma voe lod all o vont d’an harlu. Divodet e voe ar Parlamant gant ar roue Charlez II e 1681 ha ren a reas e-unan betek e varv e 1685. Distreiñ a reas Charlez davet ar gatoligiezh da nozvezh diwezhañ e vuhez.
 
Lesanvet eo bet ''Merry Monarch'' (ar roue laouen), abalamour d’al laouenidigezh a rene en e lez, war-lerc’h strizhder ren Cromwell. Daoust m’en devoe meur a vugel digant e vestrezed n’en devoe hini ebet digant e bried reizh [[Catarina Bragança]]. War e lerc’h neuze e pignas e vreur [[Jakez II (Bro-Saoz)|Jakez]] war an tron.
 
{{DEFAULTSORT:Charlez 0102 Bro-Saoz}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1630]]
[[Rummad:Marvioù 1685]]