Jacob Zuma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Direct link
Linenn 4:
Emezelañ a reas en [[ANC]] ''(African National Congress)'' e [[1959]] da 17 vloaz hag en ''[[Umkhonto we Sizwe]]'', skourrad armet an ANC e [[1962]].<br>
Harzet e voe e 1963 ha kondaonet da 10 vloaz toull-bac'h e ti-kastiz [[Robben Island]] m'edo [[Nelson Mandela]] ivez. Eno e teskas lenn ha skrivañ.<br>
Divac'het e voe e [[1973]] ha mont a reas en harlu da [[Eswatini|Swaziland]] e [[1975]] ha da [[Mozambik|Vozambik]] e [[1977]]. E [[1984]] ec'h eas da [[Lusaka]] ([[Zambia]]) m'edo penngarter an ANC. Pa voe lezennekaet an ANC e [[1990]] gant gouarnamant [[Frederik de Klerk]] e voe Jacob Zuma e-touez an harluidi kentañ o tistreiñ da Suafrika.<br>
Prezidant ar vro e voe d'an [[9 a viz Mae]] 2009, betek reiñ e zilez d'ar [[14 a viz C'hwevrer]] 2018.