Gotthard Heinrici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
D'an [[20 a viz Meurzh]] [[1945]], [[Adolf Hitler]] a lakae Heinrici e-plas [[Heinrich Himmler]] evel penn uhelañ ar Strollad Arme ar Vistula war [[Talbenn ar Reter]]. Gant an digarez da vezañ klañv, Himmler a oa tec'het eus e bost d'an 13 a viz Meurzh hag aet da guzhat en ur sanatorium en [[Hohenlychen]]. Talbenn Strollad Arme ar Vistula na oa nemet 80 kilometrad bennak eus kêr-benn ar Reich, Berlin.
 
Strollad Arme ar Vistula a oa savet gant div arme: an [[3e Arme Panzer]] renet gant ar jeneral [[Hasso von Manteuffel]] hag an [[9vet Arme (Wehrmacht)|9vet Arme]] renet gant ar jeneral [[Theodor Busse]]. Heinrici a oa bet kefridiet da dalañ ouzh an tagadennoù soviedel war ar stêr [[Oder]] en desped da vezañ e penn un armead didud hag isdafaret. N'eus nemet an tiriad a roe harp da Heinrici; toullet e voe gant fozioù difenn ha kuzhet an 9vet Arme war teir linenn difenn war uhelderioù Seelow. Staliet mat e oa an alamanted a-us da douaroù traez, ha bouilhennek ribloù an Oder. 3de Arme Panzer Manteuffe,dafaret gant nebeutoc'h ha kirri hobregonet evit an 9vet Arme, a oa bet staliet dammeñveldammheñvel met en norzh evit talañ ouzh un dagadenn a-gostez gant ar Marechal [[Konstantin Rokossovsky]] hag e [[2vet Talbenn Bielorusian]].
 
D'ar 16 a viz Ebrel e oa kroget [[Emgann an Oder-Neisse]]. An [[Arme Ruz]] a dage gant 1 500 000 soudard evit ar pezh a anvent "Oberiadur argadiñ Berlin".