Lebensraum : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 28 Gwe 2021 da 07:32

Ar droienn alaman Lebensraum ('tiriad bevañs') a vez implijet evit ober eus an holl doareoù pe politikerezhioù e liemm gant an trevadenniñ hag a oa bet buhezek mat er bloavezhioù 1890 betek ar bloavezhioù 1940. Kroget e oa implij an droienn lebensraum e-tro 1901, ur pal geopolitikel e oa deuet da vezañ evit an Impalaeriezh alaman e-pad ar C'hentañ Brezel-bed (1914–1918). Un diaz e oa eus ar Septemberprogramm a embanne selloù emled tiriad an impalaeriehz. An doare pellañ a oa bet gant ar mennad lebensraum a oa bet hini ideologiezh ar Strollad Nazi (NSDAP) ha gant ren an Trede Reich betek fin an Eil Brezel-bed.

Kartenn ar Großgermanisches Reich (Reich meur Alaman) , da vezañ tizhet gant politikerezhioù liammet gant mennad al Lebensraum. An harzoù a oa diazezet war ar Generalplan Ost, ar melestradurezh Nazi, hag hini ar Schutzstaffel (SS).[1]

Ur wech tizhet ar galloud gant Adolf Hitler, al Lebensraum a oa deuet da vezañ diazez a-fed mennozhioù an naziegezh kement hag un digarez evit aloubadegoù an Trede Reich war kreiz ha reter Europa. Ar Generalplan Ost ('Steuñv penn evit ar Reter') a oa an doare ma oa da vezañ aloubet ha didroc'het an tiriadoù nevez pe da vezañ aloubet. Gant ar sell-se, Alamagn en devoa ezhomm bras da gaout tiriadoù bevañs evit dreistbevañ. Poblañsoù an tiriadoù-se a oa da vezañ riñset pe dre deportadurioù e Siberia, lazhadeget, pe lakaet da sklav c'hoazh. Ar re-se a oa ar boloniz, an ukrained, ar Rusianed, an dcheked hag ar vroadoù slav gwelet evel nann aryan.

Ar gouarnamant Nazi en doa ur sell reut war an tiriadoù-se o welet trevadennerien german diazezet eno dre gwir al Lebensraum ha se e-kerzh an Eil Brezel-bed met ivez goude-se kenkas ma vefe bet trec'h an Trede Reich e fin ar brezel. Lazhadeget eo bet dre-se poblañsoù a-bezh dre an naonegezh, ar boued o vezañ skrapet ha dezouget en tiriadoù diazez ar Reich.

Notennoù ha daveennoù