Lebensraum : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
 
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug Kemm gant an hezoug araokaet
Linenn 1:
[[Restr:Greater Germanic Reich.png|thumb|upright=1.5|Kartenn ar [[Großgermanisches Reich]] (Reich meur Alaman) , da vezañ tizhet gant politikerezhioù liammet gant mennad al Lebensraum. An harzoù a oa diazezet war ar [[Generalplan Ost]], ar melestradurezh Nazi, hag hini ar [[Schutzstaffel]] (SS).<ref>{{cite web|url=https://www.obersalzberg.de/en/exhibition/zweiter-weltkrieg/occupied-europe/utopie-grossgermanisches-reich/|title=Utopia: The 'Greater Germanic Reich of the German Nation'|year=1999|publisher=[[Institut für Zeitgeschichte]]|location=Munich and Berlin}}</ref>]]
Ar droienn alaman '''Lebensraum''' ('tiriad bevañs') a vez implijet evit ober eus an holl doareoù pe politikerezhioù e liemmliamm gant an trevadenniñ hag a oa bet buhezek mat er bloavezhioù 1890 betek ar bloavezhioù 1940 en Alamagn. Kroget e oa implij an droienn lebensraum e-tro 1901, ur pal geopolitikel e oa deuet da vezañ evit an [[Impalaeriezh alaman]] e-pad ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] (1914–1918). Un diaz e oa eus ar [[Septemberprogramm]] a embanne selloù emled tiriad an impalaeriehz. An doare pellañ a oa bet gant ar mennad lebensraum a oa bet hini ideologiezh ar [[Strollad Nazi]] (NSDAP) ha gant ren an [[Trede Reich]] betek fin an [[Eil Brezel-bed]].
 
Ur wech tizhet ar galloud gant [[Adolf Hitler]], al Lebensraum a oa deuet da vezañ diazez a-fed mennozhioù an [[Naziegezh|naziegezh]] kement hag un digarez evit aloubadegoù an Trede Reich war [[Europa ar C'hreiz|kreiz]] ha [[Europa ar Reter|reter Europa]]. Ar [[Generalplan Ost]] ('Steuñv penn evit ar Reter') a oa an doare ma oa da vezañ aloubet ha didroc'het an tiriadoù nevez pe da vezañ aloubet. Gant ar sell-se, Alamagn en devoa ezhomm bras da gaout tiriadoù bevañs evit dreistbevañ. Poblañsoù an tiriadoù-se a oa da vezañ riñset pe dre deportadurioù e [[Siberia]], lazhadeget, pe lakaet da sklav c'hoazh. Ar re-se a oa ar boloniz, an ukrained, ar Rusianed, an dcheked hag ar vroadoù slav gwelet evel nann [[aryan]].
 
Ar gouarnamant Nazi en doa ur sell reut war an tiriadoù-se o welet trevadennerien german diazezet eno dre gwir al Lebensraum ha se e-kerzh an Eil Brezel-bed met ivez goude-se kenkas ma vefe bet trec'h an Trede Reich e fin ar brezel. Lazhadeget eo bet dre-se poblañsoù a-bezh dre an naonegezh, ar boued o vezañ skrapet ha dezouget en tiriadoù diazez ar Reich.
 
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}