Yann Diarc'hen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎Buhez: kempenn vioù-koukoug
 
Linenn 5:
==Buhez==
Dre ma oa paour e dud ha dre ma oa chomet [[emzivad]] ez-yaouank e teskas bezañ [[mañsonerezh|mañsoner]] ha [[kalvezerezh|kalvez]] e ti un [[eontr]] pe ur [[kenderv|c'henderv]] dezhañ. Goude e labour e plije dezhañ sevel [[kroaz]]ioù er [[kroashent|c'hroashentoù]] ha pontoùigoù war ar gwazhioù ivez.<br>
Evit mont da [[beleg|veleg]] ez eas d'ober e studi da [[kloerdi|gloerdi]] [[Roazhon]] hag e [[1303]] evoee voe beleget. Anvet e voe da [[person|berson]] [[Sant-Gregor]] en norzh da Roazhon. Eno e vevas gant nebeut a dra pa glaske reiñ hogos e holl beadra d'ar beorien. Goude 13 vloaz e kavas dezhañ e oa re zous e vuhez e Sant-Gregor hag e c'houlennas bezañ kaset da unan eus [[kouent]]où nevez ar Frañsezidi. E-pad 33 bloaz e chomas e kouent ar Gordennerien (lesanv ar [[Frañsezidi]]) e Kemper. Yuniñ a rae alies ha ne grede ket gwiskañ [[botoù]], ken e voe lesanvet ''an Divoutoù'' pe ''an Diarc'hen'' e brezhoneg, ''discalceatus'' e [[latin]].
 
E servij ar [[paourentez|beorien]] e veze ha skoazellañ an dud a reas pa voe sezizet Kemper gant lu [[Charlez Bleaz]] e [[1344]] ha [[1345]]. Pa zeuas an [[naonegezh]] vras e [[1346]] e reas war-dro dastum an [[aluzen]]où e [[Kerne]] a-bezh.
 
E diwezh ar bloaz [[1349]] e varvas gant ar [[bosenn|vosenn]] dre m'en doa klasket pareañ an dud ha graet war-dro sebeliañ ar re varv. Beziet e voe e kouent ar Gordennerien hag ul lec'h [[pirc'hirinded|pirc'hirinañ]] e oa a-raok ma voe serret da vare an [[Dispac'h gall]].<br>
Linenn 13:
Ur ''Straed Santig Du'' zo e Kemper.
 
D'ar [[15 a viz Kerzu]] e vez lidet SantugSantig Du hervez an [[deiziadur]]ioù brezhon.
 
==Levrlennadur==