Strizh-mor Magalhães : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Chile.estrechodemagallanes.png|thumb|right|]]
[[Skeudenn:StraitOfMagellan.jpg|thumb|right|Strizh-mor Magalhães,<br>gwelet gant ul loarell.]]
Emañ '''strizh-mor Magalhães''', pe '''Magallanes''' ([[spagnoleg]] : ''Estrecho de Magallanes''), e penn [[su]] [[Amerika ar Su]] etre ar [[kevandir|c'hevandir]]-mañ ha [[Douar an Tan]]. An tremen naturel ledanañ eo etre ar [[Meurvor Atlantel]] hag ar [[Meurvor Habask]].
 
Ar c'hentañ merdeer european o treuziñ anezhañ eo bet [[Fernão de Magalhães]] p'en doa graet e verdeadenn-dro e [[1520]]. Dre m'en doa kroget da vont ennañ d'ar [[1añ a viz Du|c'hentañ a viz Du]] e oa bet anvet ''strizh-mor an [[Hollsent]]'' da gentañ.
 
Embannet he doa [[Chile]] e vefe ar strizh-mor dezhi d'an [[Gwengolo|21 a viz Gwengolo]] [[1843]] ha miret he deus ar riegezh warnañ bete-vremañ. Diwar intrudu ar prezidant [[Manuel Bulnes]] ([[1799]]-[[1866]]) e oa bet kaset moraerien ha pesketaerien da ac'hubiñ al lec'h. Un [[trevadenn|drevadenn]] anvet [[Fort Bulnes]] a oa bet staliet goude-se. E [[1848]] e oa bet krouet ur porzh war [[riblenn]] ar strizh-mor, [[Punta Arenas]] e anv.