Kantved ar Sklêrijenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Encyclopedie de D'Alembert et Diderot - Premiere Page - ENC 1-NA5.jpg|thumb|Golo an ''[[Encyclopédie]]'' (1751)]]
'''Kantved ar Sklêrijenn''', '''Kantved ar Sklêrijennadur''', '''Mare ar Sklêrijenn''', '''Oadvezh ar Sklêrijenn''' a reer eus an {{XVIIIvet kantved}} en [[Europa ar C'hornaoueg]] abalamour d'al luskad speredel en em ledas eno da neuze. E [[Bro-C'hall]] hag e [[Breizh-Veur]] e voe diazezet al luskad-se da gentañ, gant [[prederouriezh|prederourien]] evel [[René Descartes]] (1596-1650) ha [[Denis Diderot]] (1713-1784). Gant Diderot ha [[Jean Le Rond d'Alembert]] (1717-1783) e voe ledet ''spered ar Sklêrijenn'' dre an ''[[Encyclopédie ou Dictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers|Encyclopédie]]'', un oberenn [[holloueziadur]]el savet gant prederourien digor o spered hag embannet a-dammoù adalek [[1751]] betek [[1772]].
 
E-touez ar mennozhioù pennañ kaset war-raok gant ar brederourien, a veze graet ar Sklêrijennoù (''Les Lumières'') anezho, e oa ar gredenn er poell, e poellegezh an dud. Evito e oa gouest an holl dud da soñjal ha ne oa ket ret d'an dud krediñ e mennozhioù zo abalamour ma oant brudet gant an [[Iliz katolik]] pe ar [[roue]]. Fellout a rae dezho ''sklêrijennañ'' ar speredoù eta, dre studiañ aozadur ar gevredigezh hep kaout raksoñjoù.<br>
E-touez ar mennozhioù all displeget gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar soñj e oa ret doujañ da vennozhioù ar re all, hag ar gredenn e vez renet gwelloc'h ar [[Stad]] pa vez an holl dud o kenlabourat evit he sevel, n'eus forzh petra e vije o dere. Neuze e veze lavaret ganto e tlefed lemel o dreistwirioù digant an noblañs.<br>
Dañjerus e oa an holl soñjoù-se evit an dud er galloud eta, setu perak e tremenas lod eus ar brederourien-se, evel [[Voltaire]], pennadoù amzer en toull-bac'h pe en harlu.
 
Gant ar mennozhioù-se e voe awenet an dud a embannas Disklêriadur dishualded [[Stadoù Unanet Amerika]] e [[1776]], hag ar re a gasas war-raok an [[Dispac'h gall]] e [[1789]].
 
E broioù all ivez en em ledas levezon ar Sklêrijenn ha renerien Stadoù zo a zegasas kemmoù brazik d'o gouarnamant daoust ma virjont ar galloud evito o-unan. E-touez ar renerien Stadoù a c'haller lavaret diwar o fenn e voent ''sklêrijennet'' edo [[Katelin II|Katelin Veur]] e [[Rusia]], [[Frederig II (Prusia)|Frederig Veur]] e [[Prusia]] ha [[Gustav III]] e [[Sveden]].