Kastell Tullgarn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Kastell Tullgarn '''Kastell Tullgarn''' zo ur c’hastell e Sveden, e kumun Södertälje, e kontelezh Stockholm hag e proviñs Södermanland. E goueled ur pleg-mor emañ, hag a zo liammet ouzh ar Mor Baltel. Savet e voe ar c’hastell kentañ e dibenn ar {{XVIvet kantved}}. Eus kreiz ar {{XVIIvet kantved}} eo an hini a weler bremañ, dezhañ tri estaj ha tri zour, daou ront hag unan karrez. A bep tu..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 3 Kzu 2021 da 15:58

Kastell Tullgarn zo ur c’hastell e Sveden, e kumun Södertälje, e kontelezh Stockholm hag e proviñs Södermanland. E goueled ur pleg-mor emañ, hag a zo liammet ouzh ar Mor Baltel.

Kastell Tullgarn

Savet e voe ar c’hastell kentañ e dibenn ar XVIvet kantved. Eus kreiz ar XVIIvet kantved eo an hini a weler bremañ, dezhañ tri estaj ha tri zour, daou ront hag unan karrez. A bep tu d’ar savadur pennañ ez eus div gazel hag ur porzh etrezo.

Abaoe 1935 emañ war ur roll monumantoù istorel (Byggnadsminne). Bez’ ez eo unan eus an unnek palez roueel a zo e Sveden. Perc’hennet eo gant ar stad, met gallout a ra roue Sveden hag e familh ober o annez ennañ. Talvezout a ra dezho da gastell-hañv, tra m’eo Kastell Drottningholm o annez boas.

Gweladenniñ ar c’hastell a c’haller.

Liammoù diavaez


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.