Thule : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Hêrezh: kavet an url a zere
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedenn : Disc’hraet
Linenn 1:
[[Restr:Thule & Orkney & Feroe Carta Marina Olaus Magnus.jpg|thumb|upright=1.6|E ''[[Carta marina]]'' [[Olaus Magnus]], [[1539]], emañ ''Tile'' er gwalarn da [[Orkney]] hag er mervent da [[Inizi Faero]], etre un "euzhvil bet gwelet e [[1537]]", ur [[balum]] hag ur [[skoazog]]]]
[[Restr:Thule carta marina Olaus Magnus.jpg|thumb|upright=1.6|War an enez e lenner ''"30 000 a dud pe vuioc'h zo en enez-mañ"'' hag ''"Amañ emañ annez aotrou an enez"'']]
'''Thule''' ([[henc'hresianeg]] : Θούλη ''Thoúlē'', [[latin]] : ''Thūlē'', ha ''Tile'' a-wezhioù) eo al lec'h hanternozelañhanternosañ, "un enez diresis a zo bevenn hanternozel ar bed anavezet", a zo meneget e [[lennegezh]] ha [[kartennouriezh]] [[Henc'hres]] ha [[Henroma]].<ref>{{la}} {{fr}} {{cite web|url=https://www.lexilogos.com/latin/gaffiot.php?p=1572 |title=''Dictionnaire Gaffiot latin-''(1934)|accessdate=02 Kerzu 2021}}</ref>
 
''Ultima Thule'', a zo latin evit "Thule pellañ", eo an anv a veze implijet e lennegezh klasel an [[Henamzer]] hag ar [[Krennamzer|Grennamzer]] evit komz eus forzh pe lec'h a vefe ''en tu all'' da harzoù ar bed anavezet, pelloc'h c'hoazh eget Thule neuze.<ref>{{la}} [[Vergilius]], {{cite web|url=https://www.thelatinlibrary.com/vergil/geo1.shtml |title=''Georgicon'', I, 30|accessdate=02 Kerzu 2021}}</ref>{{,}}<ref>{{en}} Nieves, Herrero & Roseman, Sharon R. ''The Tourism Imaginary and Pilgrimages to the Edges of the World''. Bristol : Channel View Publications, 2015 {{ISBN|9781845415235}}</ref>
Linenn 9:
;• Henc'hres
Kentañ gwezh ma voe skrivet diwar-benn Thule eo er skrid henc'hresianek Τὰ περὶ τοῦ Ὠκεανοῦ ''Ta peri tou Okeanou'' "War ar Meurvor" gant ar merdeer [[Piteas|Pytheas]] goude e veajoù etre 330 ha 320 KJK. Kollet eo bet ar skrid, met komz zo anezhañ gant [[Polybios]] e Levrenn XXXIV e ''Historiae'' (''c''. 140 KJK) ; Polybios e-unan zo meneget e ''Geographikon'' [[Strabon]] (''c''. 20 GJK), ma lenner edo Thule, hervez Pytheas, da «&nbsp;c'hwec'h devezh merdeiñ en norzh da [[Enez Vreizh]]&nbsp;».<ref>{{el}} {{fr}} Strabon. ''ΣΤΡΑΒΩΝΩΣ ΓΕΩΓΡΑΦΙΚΩΝ'', {{cite web|url=http://remacle.org/bloodwolf/erudits/strabon/livre14.htm |title=''Geographicon'', I, 4, 2-5|accessdate=02 Kerzu 2021}}</ref><br>
Er c'hentañ kantved KJK, ar gouizieg gresian [[Geminos a Rodios]] (Γέμινος ο Ρόδιος, ''c''. 80 – ''c''. 10 KJK) a skrivas en e zornlevr [[steredoniezh]] Εἰσαγωγὴ εἰς τἀ φαινόμενα ''Ei̓sagōgī̀ ei̓s tà fainómena'' ("Enhentadur d'an anadennoù") e oa ''thule'' ur ger henkozh evit envel an [[noz pennahelel]], pa chom kuzhet an [[heol]] kuzhet e-pad pelloc'h eget 24 eurvezh — ar pezh na c'hoarvez nemet en tu all d'ar [[kelc'h pennahelat|c'helc'hioù pennahelat]] (en tu-hont da 66° N pe S).<ref>{{fr}} Geminos. ''Introduction aux phénomènes'' (troidigezh gant Germaine Aujac). Paris : Les Belles Lettres, 2002 {{ISBN|2-251-00128-X}}</ref><br>
;• Henroma
An douaroniour [[Pomponius Mela]] a skrivas e ''De situ orbis libri'' e-tro ar bloaz [[43]] edo Thule "en norzh da [[Skythia]]", eleze en norzh da harzoù su [[Rusia]] a-vremañ.<ref>{{la}} {{cite web|url=https://archive.org/details/pomponiimelaedes00mela_0/page/70/mode/2up |title=''De situ orbis libri, III'', 5|accessdate=02 Kerzu 2021}}</ref><br>
Linenn 15:
E-tro ar bloaz [[98]] e voe al levr ''[[De uita Iulii Agricolae|De vita et moribus Iulii Agricolae]]'' ma kont [[Tacitus]] buhez e dad-kaer [[Gnaeus Julius Agricola]], gouarnour [[Enez Vreizh]] ; e pennad 10 al levr e teskriv penaos e verzas ar voraerien roman o devoa graet an dro d'un enez, n'eo ket d'ur c'hevandir ; an ''Orcades'' (Orkney) a voe kavet ganto, hag alese «&nbsp;e weljont Thule, met ned ejont ket di rak edo ar goañv o tostaat&nbsp;».<ref>{{la}} {{cite web|url=https://thelatinlibrary.com/tacitus/tac.agri.shtml#10 |title=''Agricola'', 10|accessdate=02 Kerzu 2021}}</ref>
 
Adalek neuze e voe lec'hiet Thule dre gemmeskañ ditouroù Pytheas, Plinius an Henañ ha Tacitus : goude un devezhiennoù merdeiñ en norzh dad'an Orkney[[inizi Orc'h]] e tizhed Thule, ma vez deiz e-pad 6 mizvezhmiz ha noz e-pad ar peurrest eus ar bloavezh. Resisoc'h e voe [[Paulus Orosius]] (''c''. [[380]] – ''c''. [[420]]) en e ''Historiae Adversus Paganos'' ("Istorioù enep ar Baganed") avat, pa lakaas Thule er gwalarn da Enez Vreizh ha da [[Iwerzhon]] : [[Island]] e vije neuze.<ref>{{fr}} Orose. ''Histoires contre les païens'' (troidigezh gant Marie-Pierre Arnaud-Lindet). Paris : Les Belles Lettres, 1990 {{ISBN|978-2251013473}}</ref>
 
===Krennamzer===