Anvadur dre zaou anv : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Dizober kemmoù 1917706 a-berzh BrWiki2907 (kaozeal)
Tikedenn : Dizober
D →‎Istor: typo, replaced: r s → r s using AWB
Linenn 15:
 
A-raok ma voe degemeret reizhiad an anvadur dre zaou anv da envel ar spesadoù, ar re a skrive diwar-benn al loened hag ar plant a implije an anvioù kumun er yezhoù disheñvel pe a implijje deskrivadennoù standardizet en un doare bennak. En Europa er Grennamzer e veze savet an deskrivadurioù-se e latin a oa yezh ar skiantoù.
A-wezhioù e tenn an anvioù-se d'an anvioù a-vremañ gant daou anv met disheñvel-kenañ ez int e gwirionez abalamour ma'z int deskrivadurioù. E levr plant Gerard, da skouer, e teskriver seurtoù ''[[Tradescantia]]'' : "an hini kentañ zo anvet ''phalangium ramosum'', (''Tradescantia'' gant barroù) ; an eil, ''phalangium non ramosum'', (''Tradescantia'' hep barroù). egile ... zo lakaet gant reizhded ''phalangium ephemerum virginianum'', (''Tradescantia'' berrbad Virginia).<ref>John Gerrard, Thomas Johnson, [http://velluminous.com/excerpts/GerardsHerbalSamples.epub ''Gerrard's Herbal : A sampling from the 1633 enlarged and amended edition''], Velluminous Press, 2008</ref> Ar frazennoù latin zo deskrivadurioù berr kentoc'h evit merkoù anavezadur. Ar pezh a zo, a-vuzul ma tizoloed spesadoù nevez ez ae an anvioù deskrivus-se war hiraat da lakaat kemm etre ar spesad nevez hag ar re anavezet a-raok. An [[tomatez]], da skouer o doa an anv hir a ''Solanum caule inermi herbaceo, foliis pinnatis incisis'', a dalvez "ar solanum geotennek dezhi ur c'harenn levn ha delioù stuc'hek skejet".<ref>Knapp Sandra</ref>.
 
Skiantourien an tiegezh [[Bauhin]], [[Gaspard Bauhin]] peurgetket (1560–1624), a reas kammedoù trema an anvadur dre zaou anv dre verrat an anvioù-deskrivadurioù e latin, peurliesañ da zaou anv.<ref>Johnson A.T., 1972, ''Plant Names Simplified : Their Pronunciation Derivation & Meaning'', Landsmans Bookshop, ISBN 978-0-900513-04-6, p. v</ref>.
An implij gant ar [[bevoniezh|vevoniourien]] eus ur reizhiad anvadur dre zaou anv zo dleet da gentañ penn d'al louzawour ha mezeg Carl von Linné eus [[Sveden]], e latin Carolus Linnaeus (1707–1778). Lavaret o deus lod e oa dre zegouezh e oa bet strewet implij an anvadur dre zaou anv.<ref>Knapp, Sandra,[http://www.nhm.ac.uk/nature-online/science-of-natural-history/taxonomy-systematics/history-taxonomy/session1/index.html ''What's in a name? A history of taxonomy : Linnaeus and the birth of modern taxonomy''], Natural History Museum, London</ref> Linnaeus a glaskas deskrivañ ha rummata ar bed naturel anavezet a-bezh. Kenderc'hel a reas da gentañ da implij anvioù-deskrivadurioù savet gant lies anv met en e ''Species Plantarum'' (1753) ha diwezhatoc'h en 10vet embannadur eus ''Systema Naturae'' (1758), e lakaas en o flas ar pezh a anve ''nomen triviale'', anvioù izel. Gant anvioù genadoù an tiegezh Bauhins e rae alies, met al lodenn a dalveze da zeskrivañ ar spesad ned ae morse en tu all d'un anv.
 
Anvioù Linné a gase ur soñj nevez a-bouez, talvoudegezh an anv a oa reiñ d'ur spesad ur merk dibar ha netra ken. Abalamour da se ne dalveze ket ar boan e vije un deskrivadenn anezhañ. Da skouer, an div lodenn a c'halle dont eus anvioù tud. An aneval badezet ''phalangium ephemerum virginianum'' gant Gerard a zeuas da vezañ ''[[Tradescantia virginiana]]'' : anv ar genad a enore [[John Tradescant]], ul louzawour hag ul liorzhour saoz.<ref>Hyam & Pankhurst,1995, p 502</ref>. Anvet e oa ivez ul labous eus kerentiad ar perokeded ''[[Psittacus alexandri]]'', a dalveze "peroked Aleksandr", diwar anv [[Aleksandr Veur]] dre ma oa bet kaset perokidi eus ar reter gant e arme da [[Gres|Vro-C'hres]].<ref>James A. Jobling, ''Helm Dictionary of Scientific Bird Names'', London, Christopher Helm, 2010</ref>. Kalz aesoc'h e oa derc'hel soñj eus anvioù Linné hag o implij hag e kemerjont lec'h an anvioù hir a oa en o raok.<ref>Knapp</ref>.
 
 
==Notennoù==