Impalaeriezh roman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: h a → h a (3) using AWB
Linenn 2:
[[Restr:Roman Empire Trajan 117AD.png|thumb|upright=1.8|An impalaeriezh Roman en he barr pa oa marvet [[Trajan]], e [[117]] goude Jezuz-krist]]
{{Henroma}}
'''Impalaeriezh Roma''' eo an anv a reer eus ar [[Stad]] a gemeras lec'h ar [[Republik roman]] adalek ar bloaz [[-27|27 KJK]].
 
==An anv==
Daou dra war un dro a roer da intent gant al lavarenn '''Impalaeriezh roman''' ([[latin]] : ''imperium rōmānum'', [[gresianeg]] [[krennamzer]]el : Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων ''Vasileía tón Romaíon'' "Rouantelezh ar Romaned" , [[italianeg]] : ''Impero romano'') :
* ar [[riez]] a oa he [[kêr-benn|c'hêr-benn]] e [[Roma|Kêr Roma]] hag a glaskas ren war an holl [[tiriad|diriadoù]] en-dro d'ar [[Mor Kreizdouar]] e-pad an [[Henamzer]] ;
* renad ar riez-se adalek diwezh ar [[Iañ kantved kt JK|I{{añ}} kantved kent Jezuz-Krist]].
 
== Istor ==
Staliet e voe ar renad gant ''Caius Julius Caesar Octavianus'' ([[Aogust (impalaer)|'''Aogust''']]), gourniz hag advab [[Caius Julius Caesar]], goude ar [[brezel]]ioù diabarzh a c'hoarvezas er [[Republik roman]] e dibenn ar [[Iañ kantved kent JK]]. Peurvuiañ e lakaer ar bloaz [[27 kt JK|27 kent Jezuz-Krist]] da zeroù renad an impalaeriezh roman, ar bloaz ma voe roet da Octavius gant ar [[Sened roman]] an titl a [[Aogust]] gant ar galloudoù uhelañ.<br>
Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel saviad ar riez abaoe [[Emgann Actium]] pevar bloaz a-raok, e [[31 kt JK|31 kent Jezuz-Krist]], pa oa bet trec'h [[Octavius]] war armeoù [[Marcus Antonius]] ha [[Kleopatra]]. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an [[unpenniezh]] abaoe mare [[diktatouriezh]] Caius Julius Caesar.
 
Biskoazh n'eus bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell ec'h eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o deveze ar Romaned ma vije renet ur c'hemm enep an henvoazioù hag enep youl an [[doue]]où marteze.<br>