Mezegiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|id}} using AWB (10902)
D →‎top: typo, replaced: n e → n e using AWB
Linenn 3:
Ar '''medisinerezh''' , pe ar '''vezegiezh''', a zo ur [[skiant]], un [[arz]] hag un [[teknik]]- hag eo bet gwelet evel un arz ivez hag a zo e bal studiañ [[korf]] an den hag e vont-endro evit ma vo miret pe adroet ar yec'hed d'ar glañvourien. Ur ger all a vez implijet gant lod : ar ''vezegiezh'' (eus ''mezeg'', ur ger a gaver e [[krennvrezhoneg]]) hag e teu eus al [[latin]] ''medicus'' moarvat.
 
Eus ur [[micher|vicher]] "lennegel" a c'helle bout lavaret deusouti betek ar bloazioù 2000, pe ivez unan e-touez ar micherioù "dre gomz", e teu-hi da vout ur c'halvezerezh da lavaret eo ur sammad anaoudegezhioù (diwar-benn ar c'horf, ar [[kleñved|c'hleñvejoù]], al [[louzoù|louzeier]] modern, hag an doareoù arnevez ivez da blediñ ganto, diwar bouez implijout ardivinkoù nevesoc'h-nevesañ). Estreget komz zo d'ober. Ur skiant pleustrek-tre e teu ar medisinerezh da vout, diazezet war draoù fetis, war anaoudegezhioù amprouet, hag e c'houll teknikoù nevez bemdez, ken evit elfennoù korf an den, ken evit aesañ d'ar re glañv, ken evit merat ar roadennoù a ya d'ober dosier pep hini. Tremenet eo amzer ar medisinerezh lennegel a vefe lavaret, panevet en deus d'ober gant tud; n'eus ket anezho nemet korf, hogen ivez elfennoù [[spered]] ha [[bred]], abeg a-walc'h da virout tachenn d'an 'arz'.
 
Rak-se ivez, ar vezeien hag a lared e oa dleet dezho sammañ [[kiriegezh]], n'eo ket war ar palioù, met war an doareoù d'o zizhout, a bleg o c'hein bremañ rak pouez ar c'hemennoù hag a c'houl diganto e vent kiriek war ar palioù: ar c'hlañvour en deus droad da c'hoanagiñ ur serten derez disorc'h da barat ouzh an droug-mañ-droug- e-skoaz ergentaoù ev edo gouzañvat ar [[kevredigezh|gevredigezh]] en he fezh a-fed disorc'hoù. Ouzhpenn youl vat hag emroüsted a vez gortozet, ha gourc'hemennet e vez ouzh atebeien ar medisinerezh, pe e vent ministred pe medisined, kaout krog war elfennoù diazezet ent-skiantel; ha respont d'ar goulennoù e kenkas ey aje a-dreuz doareoù plediñ gant sistem ar yec'hed, pe e savje kudenn gant emdroadur un doare oberata pe louzaouiñ, pe kelaouiñ. Evel e kement tachenn zo, ez eus birvidigezh er medisinerezh.