Aber : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: r h → r h (2) using AWB
Linenn 3:
An '''aber''' (anv gourel pe venel) eo lodenn izelañ ha ledanañ genoù ur [[stêr]], ma teu ar [[mor]] enni, setu perak e vez izeloc'h pe uheloc'h an dour diouzh ma vez [[tre]] pe [[lanv]].
 
N'eo ket heñvel ar gwel war an aber hervez liveoù al [[lanv]] : leun-chouk gant an dour pa ya al lanv en e live uheloc'h ha peuzgoullo ha [[lec'hid|lec'hidek]] d'an izelvor. Peurliesañ e vez aberioù brasoc'h ha hiroc'h war an [[aod|aodoù]] roc'hellek ha pa vez bras al liveoù diwar tro al lanv.
 
Ur pouez bras a ya gant an aberioù e-keñver o rolloù [[armerzh|armerzhel]] hag [[ekologiezh|ekologiezhel]].<br>
E penn uhelañ an aberioù e kaver alies ar [[porzh (bagoù)|perzhier]] pennañ, evel e Breizh. War o genoù emañ staliet perzhier ivez. Meur a [[kêr|gêr]] a vez staliet war daou du un aber.<br>
War riblennoù an aber hag e-barzh an aber e-unan e kaver [[takad gleb|takadoù gleb]], lec'hioù buhezek eus ar gwellañ. Eno e vev [[amprevan]]ed, [[buzhug]], [[labous]]ed hag meur a [[krigner|grigner]]. Eno e vev [[pesk|pesked]] ha [[kregin]] ha ur roll dibar o deus an takadoù gleb evit ar [[peskerezh|beskerezh]].