Lucius Iañ : diforc'h etre ar stummoù

D
→‎top: typo, replaced: . K → . K using AWB
D (→‎top: replaced: s e → s e (2), , → , using AWB)
D (→‎top: typo, replaced: . K → . K using AWB)
}}
 
'''Lucius I{{añ}}''' a oa an eil warn-ugent eus [[pab|pibien]] an [[Iliz katolik roman]] e [[Roma]], eus [[253]] da [[254]], ha lakaet eo bet da sant. Dilennet e oa bet war-lerc'h marv [[Cornelius]], met harzet e voe tost kenkent war urzh an impalaer [[Trebonianus Gallus]] ha kaset d'an [[harlu]]. Koulskoude, pa voe muntret an impalaer e tistroas da [[Roma]] abalamour ma ne oa ket brudet an impalaer nevez [[Valerianus]] da vezañ ken enebet ouzh ar gristenien.
 
Ne oa ket savet enep distro ar reneaded o devoa gouzañvet heskinerezh an impalaer roman [[Decius]] d'an Iliz. Kement-se a voe tamallet outañ gant an [[novatien]]s, ma rankas [[Cyprianus]] [[Kartada]] sevel e vouezh d'e zifenn.