Werner Haase : diforc'h etre ar stummoù

D
typo, replaced: l [ → l [ (10) using AWB
D (Bot: Migrating 11 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q62065)
D (typo, replaced: l [ → l [ (10) using AWB)
'''Werner Haase''' ([[2 a viz Eost]] [[1900]] e [[Köthen]] – [[30 a viz Du]] [[1950]] e [[Moskov]]) a oa kelenner medisinerezh hag ofiser [[SS]]. Unan eus mezeien personnel [[Adolf Hitler]] e voe. ''SS-[[Obersturmbannführer]]'' eo ar grad diwezhañ a dizhas.
 
==E vuhez==
Emezelañ a reas en [[NSDAP]] e [[1933]] hag en SS e [[1941]]. Etre [[1935]] ha [[1945]] e voe unan eus mezeien Hitler, hag a gasas ur pellskrid dezhañ da-geñver e zeiz-ha-bloaz<ref>V.K. Vinogradov et al ; ''Hitler's Death: Russia's Last Great Secret from the Files of the KGB'' ; Chaucer Press ; 2005 ; p. 85</ref>.
 
E dibenn [[emgann Berlin]] e miz Ebrel [[1945]] e sikouras [[Ernst Günther Schenck]] da louzaouiñ tud gloazet (siviled ha soudarded) a oa bet bodet en ur gwarez staliet dindan ar C'hañsellerdi, e-kichen ar [[Führerbunker]]. D'an [[29 a viz Ebrel]] e voe galvet er Führerbunker ma sikouras [[Ludwig Stumpfegger]] da reiñ sianur da Blondi (ki Hitler), peogwir e felle da Hitler gouzout hag efefus e oa ar c'hapsulennadoù sianur<ref>Ian Kershaw ; ''Hitler'', volume II ; W.W. Norton ; 2000, p. 286</ref>. Er bunker e chomas betek m'en em lazhef Hitler, ha goude-se e tistroas da labourat er gwarez, ma voe tapet gant soudarded an [[Arme Ruz]].
D'ar [[6 a viz Mae]] e c'houlennas ar Soviediz digant Haase bezañ e-touez ar re o doe da anavezout korfoù devet [[Joseph Goebbels]], [[Magda Goebbels|Magda]] hag o [[Bugale Goebbels|c'hwec'h bugel]]. Haase eo a anavezas korf Goebbels, a-drugarez d'an harp a oa ouzh e c'har dehou.
 
Haase a chomas prizoniad ar Soviediz betek e varv. E miz Even [[1945]] e voe tamallet outañ bezañ bet ''unan eus mezeien personnel Hitler ha bezañ louzaouet pennoù-bras all gouarnamant Hitler hag ivez izili NSDAP ha re an SS''. Mervel a reas e miz Du [[1950]] abalamour d'an droug-skevent. Mervel a reas e toull-bac'h-ospital Boutyr, da lavaret eo marteze toull-bac'h Boutyrka e [[Moskov]].
 
Er film alaman ''[[Der Untergang]]'' (2004) ez eo an aktor Matthias Habich a c'hoari perzh Haase.
 
== Notennoù ==