Vincenzo Iañ Gonzaga : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: ] a → ] a (10) using AWB
Linenn 1:
'''Vincenzo Iañ Gonzaga''' ([[Mantova]], 1562 – Mantova, 1612) a oa [[dug Mantova]] ha [[Monferrato]] adal 1587 war-lerc'h e dad.
[[File:Ritratto di Vincenzo I Gonzaga.jpg|thumb|right| ''Ducatone Vincenzo Iañ Gonzaga''.]]
==E vuhez==
Linenn 8:
=== Dimeziñ kentañ ===
[[File:Vincenzo I Gonzaga con l’armatura del «SIC».PNG|thumb|left|Vincenzo Iañ Gonzaga.]]
D'an [[2 a viz Meurzh]] [[1581]] e timezas da [[Margherita Farnese]], 13 vloaz, merc'h da [[Alessandro Farnese]], [[dug Parma]]. Torret e voe an eured daou vloaz goude, ne oa ket bet sevenet an eured dre ma oa ur si bennak e korf ar wregig moarvat. Bec'h a voe etre an daou diegezh en abeg da se: an tad Gonzaga a felle dezhañ ez afe kuit Margherita hag an tad Farnese a gave e oa un dichekadenn hag a roas da c'houzout ne oa bugel ebet abalamour d'an [[ozhac'h]] yaouank na oa ket gouest d'ober bugale.<ref>Kate Simon, ''I Gonzaga'', p. 283 e pp. 284-285</ref> A-benn ar fin e savas a-du gant an [[torr-dimeziñ]] ha kaset e voe Margherita d'ar gouent.
 
=== An eil dimeziñ ===
Linenn 16:
Da gentañ e voe gwiriet ha gouest e oa an danvez ozhac'h da ziwerc'heziñ e bried, ha kement-se a voe graet e [[Ferrara]], ma tegouezhas an dug leun a nerzh-kalon met ne badas ket pell e galetadenn. Hervez an dihelloù e voe ken gwan ha ken berr ma ne voe ket an dud ouiziek e-tailh da asuriñ e c'halle Vincenzo kas e zlead pried da benn.
 
Un abadenn all a c'hoarvezas neuze e [[Venezia]] d'ar [[15 a viz Meurzh]] [[1584]]. An amprouerez e oa Giulia Albizi<ref>[http://vincenzogonzaga.it/it/vincenzo-gonzaga.php Mostra Vincenzo Gonzaga - Il Fasto del Potere | Mantova, 18 febbraio - 10 giugno 2012] </ref>, ur plac'h yaouank 21 bloaz, a oa bet prometet 3.000 skoed dezhi gant an [[Tiegezh Medici]], hag ur pried da c'houde.
 
Da Vincenzo e oa ur c'hourdonadenn a-raok an [[eured]]. Nozvezh an abadenn e teuas an amprouad leun a fiziañs, lonket gantañ boued temzet kreñv e-leizh, brudet da vezañ "mat da gas c'hoant". E-lec'h kement-se avat e tapas un droug-kof spontus ma ne voe ket evit enoriñ an dimezell.
Linenn 22:
Ezhomm a voe da aozañ un abadenn all evit meritout an danvez gwreg. Testoù a sellas ha gouest e oa an danvez ozhac'h da gas an embarañ da benn, pegeit e oa kalc'h an dug, ha respontoù spis ar plac'h yaouank d'ar goulennoù graet outi goude an abadenn
 
Goude reiñ an holl brouennoù-se eus e nerzh e c'hallas Vincenzo addimeziñ d'an [[29 a viz Ebrel]] [[1584]] d'e geniterv [[Eleonora de' Medici (1567-1611)|Eleonora de' Medici]].
 
=== Bugale ===
Linenn 30:
* [[Ferdinando Gonzaga|Ferdinando]] (1587-1626), [[kardinal]] adal 1607, dug Mantova ha Monferrato adalek marv e vreur Francesco e 1612;
* Guglielmo Domenico ([[1589]] – [[1591]]);
* [[Margherita Gonzaga di Lorena|Margherita]] (1591–1632), dimezet e miz Ebrel [[1606]] da [[Enrico II di Lorena|Enrico di Vaudemont]], [[dug Loren]] (1563 - 1624);
* [[Vincenzo II Gonzaga|Vincenzo]] (1594-1627) kardinal adal 1615, dug Mantova ha Monferrato adal 1626 evel Vincenzo II;
* [[Eleonora Gonzaga (1598–1655)|Eleonora]] (1598–1655), dimezet e miz C'hwevrer [[1622]] da [[Ferdinand II an Impalaeriezh Santel]].
 
Besterd en doe ivez, hag en zouez :
:digant [[Agnese Argotta]], gwreg Prospero [[del Carretto]]:
* [[Francesco Gonzaga (eskob Nola)|Francesco]] (1588-1673), [[eskob Nola]] e [[1657]]
* Silvio (1592-?), marc'heg a [[Urzh Malta]]
Linenn 41:
 
==Film==
*Er film ''[[Una vergine per il principe]]'' ("Ur werc'hez evit ar priñs"), aozet gant [[Pasquale Festa Campanile]] e 1965, eo [[Vittorio Gassman]] a oa an dug ha [[Virna Lisi]] ar plac'h Giulia.
 
== Notennoù ==